Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2019
Neuz
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2019 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2018 | War-lerc'h: | 2020 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2019 zo 70vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Er gevezadeg-se e oa bet redet 1000vet redadeg F1 e Shanghai. Ar bloaz-mañ e oa bet cheñchamantoù reolenn ivez, e-keñver stumm an askell a-raok met ivez evit ar sistem poentoù ma oa bet divizet reiñ ur poent evit an dro wellañ (gant ma vez graet gant unan eus an 10 blenier kentañ), evel etre 1950 ha 1959.
Blenierien ha kirri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu roll an holl vlenierien, skipailhoù hag oberourien keflusker o deus redet e 2019.
Prizioù Bras 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goude kudennoù arc'hant ha goude bezañ skarzhet eus ar gevezadeg a-raok fin 2018 eo adprenet Force India gant Racing Point F1 Team.
- Kreñvoc'h eo al liamm etre Sauber hag Alfa Romeo : dont a ra Sauber da vezañ e-karg eus lakaat ar merk da redek e Formulenn 1. Distreiñ a ra Alfa Romeo e Formulenn 1 goude prantadoù e bloavezhioù 1950 ha 1980.
Cheñchamantoù keflusker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goude daouzek vloaz o redek gant kefluskerioù Renault e tibab Red Bull Racing redek gant Honda adalek ar bloaz-mañ.
Cheñchamantoù sponsor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kuitaat a ra Martini ar Formulenn 1 goude ar bloaz-mañ. Williams F1 Team a sin neuze gant ROKiT evit livañ e otoioù e gwenn ha glas.
- Rich Energy a zeu da vezañ sponsor-titl Haas F1 Team e penn-kentañ ar bloaz. Dispartiañ a ra an div embregerezh e fin an hañv avat, gant diaesterioù lez-varn Rich Energy evit bezañ plajiet e logo ha gant emzalc'h e Brezidant-bet.
- Philip Morris International, a zo perc'henn lifre Ferrari, a zibab lakaat war-wel an embregerezh Mission Winnow. Tennet eo bet e-kerzh ar bloaz dirak ar gourdrouzoù prosez abalamour m'eo bet gwelet evel bruderezh-kuzh evit ar butun.
Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a reont kuit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont a ra Fernando Alonso war e leve goude 2 didl ha 32 drec'h. Chom a ra e liamm ouzh McLaren ha redek a ra en Andurañs hag e Rallioù-raid gant Toyota.
- N'eo ket bet miret Stoffel Vandoorne gant McLaren.
- Esteban Ocon a leusk e blas e Racing Point evit dont da vezañ blenier esaeoù Mercedes.
- Koll a ra Marcus Ericsson e blas gant Sauber Alfa Romeo ha mont a ra da redek en IndyCar en ur chom blenier-erlec'hier gant Alfa Romeo.
- Brendon Hartley n'eo ket miret gant Toro Rosso. Sikour a ra Ferrari gant ar simulatour.
- Ne chom ket Sergey Sirotkin gant Williams.
Cheñch a reont skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kimi Räikkönen a zilez e garr e Ferrari evit mont da Alfa Romeo.
- En e lerc'h e vo Charles Leclerc, az a kuit eus Sauber neuze.
- Eus Red Bull ez a Daniel Ricciardo da Renault.
- Pierre Gasly a zo uhelaet da vleniañ gant Red Bull e-lerc'h Toro Rosso.
- Da c'houde ma oa bet prenet Force India gant e dad ez a Lance Stroll kuit eus Williams evit bleniañ gant Racing Point.
E-kerzh ar bloavezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eskemm a ra Pierre Gasly e blas gant Alexander Albon etre Red Bull ha Toro Rosso.
Distroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Distreiñ a ra Daniil Kvyat gant Toro Rosso. Ganto en doa redet e 2014 hag e 2016-2017.
- Distreiñ a ra Robert Kubica da redek gant Williams, eizh vloaz goude ur gwallzarvoud spontus c'hoarvezet dezhañ e 2011 hag en doa kaset anezhañ pell eus ar redadegoù.
- Goude ur redadeg bet redet gant Sauber e 2017 eo titlet Antionio Giovinazzi gant Alfa Romeo.
Deraouidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lando Norris a gomañs da redek evit McLaren Racing
- George Russell a gomañs da redek gant Williams
- Alexander Albon a red gant ar Scuderia Toro Rosso
Renkadur 2019
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Saverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 2019 Classifications. Lennet d'ar 14 a viz Here 2019
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|