Sébastien Buemi

Eus Wikipedia
Sébastien Buemi e 2016

Sébastien Olivier Buemi (bet ganet d'ar 31añ a viz Here 1988 e Aigle e Suis) zo ur blenier kirri-redadegoù eus Suis a red en Añdurañs hag e Formulenn E goude bezañ redet etre 2009 ha 2011 gant Toro Rosso-Ferrari e Formulenn 1. Trede blenier Red Bull Racing ha Scuderia AlphaTauri eo c'hoazh.

Gant Toyota Gazoo Racing e vlein en Andur abaoe 2012, o kemer perzh e Kevezadeg bed an Andur. Div wezh en doa tapet an trec'h e 24 eurvezh ar Mañs, e 2018 hag e 2019.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1