Mick Schumacher
Neuz
| Mick Schumacher | |
|---|---|
Schumacher e 2019 | |
| Bro | |
| Deiziadoù | 22 a viz Meurzh 1999 |
| Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
| Niverenn | 47 |
| Bloavezhioù o redek |
2021-2022 |
| Skipailhoù | Haas (2021-2022) |
| Prizioù Bras | 43 |
| Trec'hioù | 0 |
| Plasoù pol | 0 |
| Podiomoù | 0 |
| Titloù | - |
Mick Schumacher ([ˈmɪk ˈʃuːmaxɐ]) zo ur blenier kirri sport bet ganet d'an 22 a viz Meurzh 1999 e Vufflens-le-Château e kanton Vaud, e Suis ; alaman eo e vroadelezh avat. Mab eo da Michael Schumacher, bet seizh gwezh kampion F1, ouzhpenn bezañ niz da Ralf Schumacher ha kenderv da David Schumacher.
E 2008 e krogas Mick Schumacher da vleinañ kartingoù, ha kirri unplas e 2015. Kampion 2018 Formulenn 3 ha kampion 2020 Formulenn 2 eo.
Redet en deus e 2021 ha 2022 gant Haas F1 Team e Formulenn 1 a-raok mont da vlenier esaeoù Mercedes e 2023. Ezel e oa bet eus Ferrari Driver Academy ha blenier-miret Scuderia Ferrari pa rede gant Haas.
| Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
