Abu Dhabi (emirelezh)
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Diwar-benn emirelezh Abu Dhabi eo ar pennad-mañ. Evit ar gêr a-anv ganti, gwelet amañ.
Abu Dhabi, ent-ofisiel Emirelezh Abu Dhabi (إمارة أبو ظبي Imārat Abū Ẓabī), a zo unan eus ar seizh emirelezh a ya d'ober an Emirelezhioù Arab Unanet (UAE). An hini ec'honañ anezho eo gant he 67 340km², hag an eil pobletañ (war-lerc'h Dubai). En he c'hêr-benn, anvet Abu Dhabi ivez, emañ sez prezidant an Emirelezhioù Arab Unanet, ha kêr-benn ar riez-mañ eo ivez eta.