Abu Dhabi
Neuz
- Diwar-benn kêr Abu Dhabi eo ar pennad-mañ. Evit an emirelezh a-anv ganti, gwelet amañ.
Abu Dhabi (en arabeg: أبو ظبي, Tad ar c'hazelenn) eo kêrbenn an Emirelezhioù Arab Unanet, hag ivez hini Emirelezh Abu Dhabi, en un enezenn eus pleg-mor Persia. Eil brasañ kêr ar vro eo (goude Dubai) gant war-dro 900 000 annezad.
Furchadennoù arkeologel o deus diskouezet e oa annezet al lec'h adalek an 3e milved a-raok JK met krouet eo bet da vat kêr Abu Dhabi er bloavezhioù 1790 gant ar meuriad Bani Yas.