Mont d’an endalc’had

Feiz ha Breiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Feiz ha Breizh)

Feiz ha Breiz
Feiz ha Breiz
Padelezh Sizhuniek 1865 - 1884

Daouviziek ha miziek da c'houde 1900-1944

Kentañ niverenn 4 a viz C'hwevrer 1865 ha Genver 1899
Niverenn ziwezhañ 1884 ha Meurzh 1944
Bro Breizh
Doare Katolik - Keleier en Brezhoneg
Sujidigezh
Eskopti Leon ha Kemper
Anvioù all Feiz ha Breiz, Arvorig ha Kroaz ar Vretoned
Koumananterien 10 000 skouerenn d'an uhelañ
Pennoù Léopold de Léseleuc 1865

Goulven Morvan 1865-1875
Gabriel Milin
Yann-Loeiz ar Gwenn (Tad Kaourintin a Gerbenead) 1899 -
Yann-Vari Perrot 1911-1943

ISSN [2025-6736]
Niverennoù embannet etre 1936 ha 1937.

Feiz ha Breiz a oa ur gelaouenn e brezhoneg a oa bet embannet etre 1865 ha 1884 da gentañ, hag etre 1899 ha 1944 goude.

En XXvet kantved e voe ivez ur gelaouenn Feiz ha Breiz evit ar re yaouank anvet Feiz ha Breiz ar Vugale.

Feiz ha Breiz kentañ (1865-1884)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe ar gelaouenn Feiz ha Breiz gant Léopold-René Leséleuc de Kerouara, ur beleg hag a voe vikel-vras eskopti Kemper ha Leon hag eskob Autun diwezhatoc’h. Eñ an hini a alias da eskob Kemper, an aotrou Sergent, krouiñ ur gelaouenn e brezhoneg evit annezidi an eskopti, e 1865. Eñ eo ivez a ginnigas e vije fiziet renerezh ar gelaouenn-se e Goulven Morvan, ur beleg genidik eus ar Forest-Landerne hag ur brezhoneger ampart anezhañ. E penn Feiz ha Breiz e chomas Goulven Morvan eus 1865 da 1875.

D’ar 4 a viz C'hwevrer 1865 e teuas er-maez an niverenn gentañ. Bep sizhun e teue er-maez, mui pe vui. Er gelaouenn e veze kavet skridoù relijiel, pennadoù diwar-benn istor an iliz hag ar sent, kentelioù a skouer vat, hag « ivez un istor all bennak gaeoc’h ha zoken ur marvailh bennak evit lakaat [al lenner] da c’hoarzhin ». E dibenn ar bloavezh kentañ e oa 2000 den koumanantet. Paouez a reas Goulven Morvan da ren Feiz ha Breiz e 1875 hag un tamm ehan a voe a-raok ma voe adstaget gant ur beleg all, Gabriel Morvan. Goude se e voe tud all c’hoazh e penn ar gelaouenn : Yann-Vari Nedeleg, Arsène de Kerangal, ha Gabriel Milin a voe he rener diwezhañ. Gant Milin, kenlabourer ar c'horonal Troude, e voe degaset tamm-ha-tamm doare-skrivañ ar Gonideg er gelaouenn. Hogen d’ar 26 a viz Ebrel 1884 e teuas an niverenn diwezhañ er-maez.

Eil Feiz ha Breiz (1899-1944)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude diskar Feiz ha Breiz kentañ e oa splann d’an Iliz e vanke ur gelaouenn vrezhonek evit katoliked Breizh-Izel. Aon a oa gant ar veleien ez aje an dizoueegezh war-raok gant ar galleg war ar maezioù. D’ar 25 a viz Mae 1899 e voe bodet un nebeud beleien e Landerne, en-dro d’an tad Yann-Loeiz ar Gwenn (Tad Kaourintin a Gerbenead), evit krouiñ, en eskopti, ur gevredigezh hag ur gelaouenn da gas ar brezhoneg war-raok. Ar gevredigezh, anvet Feiz ha Breiz ivez, a oa he fal broudañ ar c’helenn brezhoneg er skolioù hag embann levrioù ha danvez lenn e brezhoneg evit ar gatoliked. E miz Genver 1899 e teuas er-maez niverenn gentañ ar rummad nevez eus Feiz ha Breiz. Bep daou viz e teue er-maez da gentañ. An Tad Kaourintin e oa ar rener kentañ. War e lerc’h e voe meur a hini all, an aotrou Yann-Vari ar Gall, person ar Folgoad, hag an aotrou Frañsez Kardinal en o zouez. E 1907 e teuas ar gelaouenn da vezañ miziek. E 1911 e voe sammet ar renerezh gant Yann-Vari Perrot a genlaboure gant ar gelaouenn abaoe 1902, hag a oa eilrener abaoe un nebeud bloavezhioù. E penn ar gelaouenn e chomas Yann-Vari Perrot betek e varv e miz Kerzu 1943.

Gant Yann-Vari Perrot e voe degemeret doare-skrivañ emglev 1907 (emglev Sant-Brieg, gant Frañsez Vallée hag Émile Ernault), pa ne oa doare-skrivañ unvan ebet gant ar pennadoù embannet e Feiz ha Breiz er bloavezhioù kentañ. Istor ar vro, ar relijion, ar stourm a-enep ar vezventi pe an hini a-enep "ar skolioù dizoue"… a oa danvez ar pennadoù. Un ton brogarour a-walc’h a voe kemeret gant ar pennadoù-se dindan renerezh an aotrou Perrot, en doa displeget e soñjoù e 1907 en ur pennad anvet "Va gouenn, va yez, va bro". Etre miz Eost 1914 ha miz Gouere 1919 e voe paouezet da embann Feiz ha Breiz, dre ma oa Yann-Vari Perrot war an talbenn, evel « kravazher ». Alies e veze savet tresadenn golo ar gazetenn gant Xavier Haas. E-pad an Eil brezel-bed e teuas anv ar gelaouenn Feiz ha Breiz da vezañ staget ouzh ar vroadelouriezh vreizhek prest da genlabourat gant an Alamaned, pa asantas Yann-Vari Perrot mont e-barzh ar c'h-Comité consultatif de Bretagne. Abalamour da se, ha d’e enepkomunouriezh, e voe lazhet Perrot d’an 12 a viz Kerzu 1943. Goude e varv e voe kemeret stur ar gelaouenn gant Laorañs Bleunven, person Gwitalmeze, e-pad ur pennadig amzer. An niverenn diwezhañ a zeuas er-maez a voe hini miz Meurzh 1944.

A-raok ar Brezel-bed kentañ e voe ar muiañ a lennerien gant Feiz ha Breiz : 7 000 e miz Here 1912. Kalz skrivagnerien a genlabouras gant ar gelaouenn. Menegiñ a c’haller Frañsez Vallée, Frañsez Jaffrennou (Taldir), Kristof Jezegou, Frañsez Kadig, Glaoda ar Prad, Paotr Treoure, Aogust Bocher, Erwan ar Moal, Loeiz Dujardin

Etre 1919 ha 1923 e voe embannet ar gelaouenn Arvorig, krouet gant Erwan ar Moal, a-gevret gant Feiz ha Breiz, dindan renerezh Yann-Vari Perrot evit Penn-ar-Bed hag Erwan ar Moal evit Aodoù-an-Hanternoz.

Laorañs Bleunven a savas ar gelaouenn Kroaz Breiz gant Yann-Frañsez Falc'hun e 1948, evel kelaouenn ar Bleun-Brug. Cheñch anv a reas ar gelaouenn avat e 1951 evit kemer an anv Bleun-Brug, just a-walc’h.

An anv Feiz ha Breiz a chomas un aspadenn anezhañ e titl leun ar gelaouenn Barr-Heol, embannet etre 1953 ha 1978, a oa Barr-Heol war Feiz ha Breizh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fañch Elegoet, Feiz ha Breiz 1900-1914 – Notes sur un nationalisme breton, er gelaouenn Pluriel niv. 18, 1979.
  • Ronan Calvez, Vie et mort du paysanisme breton : Feiz ha Breiz (1865-1875), La Bretagne linguistique, niv. 11, Brest, CRBC-UBO, 1998, pp. 77-96.
  • Ronan Calvez, Le politique du sacré : Feiz ha Breiz et les pardons, KREIZ 6, "Hauts lieux du sacré en Bretagne", Brest, CRBC-UBO, 1997, pp. 49-70.
  • Cédric Choplin, Feiz ha Breiz (1865-1884) ou la genèse d’une langue journalistique, La Bretagne linguistique niv. 16, 2011, pp. 19-36.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]