Ernst-Robert Grawitz

Eus Wikipedia
Grawitz gant izili Reichsführerschule, d'an 20 a viz C'hwevrer 1939

Ernst-Robert Grawitz (8 a viz Even 1899 e Charlottenburg - 24 a viz Ebrel 1945 e Potsdam-Babelsbeg) a oa ur fizikour alaman hag un SS-Reichsarzt (mezeg ar Reich) da vare an Eil Brezel-bed.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizoniad e voe goude ar Brezel-bed kentañ, ha dibeuet e voe 1919. Neuze e stagas gant studioù mezegiezh e skol-veur Humboldt e Berlin. Betek 1929 e labouras evel skorer pennañ en ospital Berlin-Westend, ha goude-se en em stalias evel mezeg war e gont. Etre 1933 ha 1936 e labouras en-dro en ospital Berlin-Westend.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1919 e voe ezel eus Einwohnerwehr Berlin (da lavaret eo : milis ar verliniz) hag e 1920 e kemeras perzh e putsch Kapp. Goude-se e voe ezel eus ar Freikorps "Olympia“ hag e savas a-du gant Hitler. E miz Du 1931 e voe degemeret e SS, hag e 1932 e teuas da vezañ ezel eus NSDAP. E 1935 e voe lakaet e penn servij yec'hed SS gant Heinrich Himmler ha goude-se e teuas da vezañ Reichsarzt. Evel Reichsphysician SS und Polizei e roas Grawitz kuzulioù da Heinrich Himmler a-zivout implijout ar c'hambreier gaz. Taolioù-arnod a reas ivez war brizonidi ar c'hampoù-bac'h. E penn ar Groaz Ruz alaman e oa ivez. E wreg, Ilse hec'h anv, a oa merc'h an SS-Obergruppenführer ha jeneral Waffen-SS Siegfried Taubert. Da vare dibenn an Eil Brezel-bed e oa fizikour Hitler er Führerbunker e Berlin. Pa glevas e oa pennoù-bras nazi o tec'hout kuit e c'houlennas gant Hitler an aotre da dec'hout ivez, met Hitler a nac'has.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo soudarded an Arme Ruz o tostaat ouzh ar Führerbunker e tivizas Grawitz en em lazhañ. E-pad ma oa o tebriñ koan gant e wreg hag o daou vugel e lakaas div c'hrenadenn da darzhañ. An emlazh-se a weler er film Der Untergang (2004).