Mont d’an endalc’had

Else Krüger

Eus Wikipedia
Else Krüger
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv-bihanElse Kemmañ
Anv-familhKrüger Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 C'hwe 1915 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHamburg Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gen 2005 Kemmañ
Lec'h ar marvAlamagn Kemmañ
Den heverkMartin Bormann Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michersecretary Kemmañ
Deroù ar prantad labour1942 Kemmañ

Else Krüger, ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1915 ha marvet d'ar 24 a viz Genver 2005, a oa unan eus ar sekretourezed vrudetañ a labouras evit ar strollad nazi e-pad an Eil Brezel-bed. Sekretourez Martin Bormann e voe, ha chom a reas er Führerbunker e-pad Emgann Berlin.

Asambles gant Eva Braun, Gerda Christian, Traudl Junge ha Constanze Manziarly e oa pa lavaras Hitler dezho e oa dav dezho mont betek ar Berghof. Hitler a roas ur gapsulenn sianur da bep hini anezho. Er bunker e oa ivez pa brometaas Eva Braun da Hitler e chomje gantañ betek ma varvjent[1].

Krüger a guitaas Berlin d'ar 1añ a viz Mae 1945 asambles gant ur strollad tud kaset gant ar Brigadeführer Wilhelm Mohnke. Mont a rejont da guzhat en un dan, ha dizoloet e voent en deiz war-lerc'h. Goulennataet e voe gant ar Saozon ha dimeziñ a reas gant Leslie James (1915-1995) d'an 23 a viz Kerzu 1947 e Wallasey, er Cheshire. Gantañ eo e oa bet goulennataet. Dindan an anv Else James e vevas azalek ar mare-se.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Antony Beevor ; Berlin: The Downfall 1945 ; Penguin Books ; 2002 ; (ISBN 0-670-88695-5)