Martin Bormann
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Trede Reich, Republik Weimar, Impalaeriezh alaman ![]() |
Lealded | Trede Reich ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Martin Bormann ![]() |
Anv-bihan | Martin ![]() |
Anv-familh | Bormann ![]() |
Deiziad ganedigezh | 17 Mez 1900, 17 Gou 1900 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Halberstadt ![]() |
Deiziad ar marv | 2 Mae 1945 ![]() |
Lec'h ar marv | Berlin ![]() |
Breur pe c'hoar | Albert Bormann ![]() |
Pried | Gerda Bormann ![]() |
Bugel | Martin Adolf Bormann ![]() |
Kar | Walter Buch ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den ![]() |
Micher | politiker, labourer-douar, milour, Nazi ![]() |
Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany ![]() |
Lec'h labour | Berlin, Obersalzberg, Führerbunker, München ![]() |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman ![]() |
Perzhiad e | International Military Tribunal, Aryanization ![]() |
Grad milourel | Obergruppenführer, soudard ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed ![]() |
Skour lu | Schutzstaffel, Wehrmacht ![]() |
Ezel eus | Schutzstaffel ![]() |
Perc'henn war | Adolf-Hitler-Geburtshaus ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Parchimer feme murder ![]() |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=170701778 ![]() |
Dezverket dre | anti-catholic activist ![]() |

Martin Ludwig Bormann (17 Mezheven 1900 – 2 Mae 1945) a oa a un ofiser ag an NSDAP ha penn ar.Parteikanzlei. Ur galloud bras a oa gantañ dre e zarempred a-dost gant Adolf Hitler, o veriñ ar monedone a ditouroù kaset da Hitler. Ur reizhiad velestradurel a bouez a voe savet gantañ daoust ma tiskoulme ar muiañ a zegouezhioù e-unan.
Bormann a gevreas an aozadur paramilourel anvet Freikorps e 1922. Bac'het e voe ur bloaz-pad e karc'har evit bout bet kenberzhiad Rudolf Höss e muntrigezh Walther Kadow. Bormann a zegouezhas er strollad nazi e 1927 hag er Schutzstaffel (SS) e 1937. Servij a reas evel penn skipailh er strollad gant kannad ar Führer Rudolf Hess.
Bormann a voe degemeret e kelc'h prevez Hitler evel sekretour, hag e ambroug a rae e pep lec'h, oc'h aoziñ darvoudoù evitañ adal an 12 a viz Eost 1935. Pa'z eas Rudolf Hess da Vro-Saoz da glask ober emglev gant ar Saozon e kemeras Bormann penn ar Parteikanzlei. Meret e veze gantañ an aferioù keodedel hag eñ a asante pe a nac'he al lezennoù nevez. Bormann a oa un ezel oberiant eus heskinadeg an ilizoù kristen ha kaletaat a reas an doare ma veze atahinet ar Yuzevien hag ar Slaved en takadoù aloubet gant an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed.
Bormann a zistroas d'ar Führerbunker gant Hitler e Berlin d'ar 16 a viz Genver 1945 pa oa al Lu Ruz o tostaat d'ar gêr. Goude emlazh Hitler e klaskas tec'hout diouzh Berlin d'an 2 a viz Mae evit chom hep bout tapet gant ar Sovieted. Marteze en em lazhas o lammat diwar ur pont e-tal al Lehrter Bahnhof. E gorf a voe beziet nepell d'an 8 a viz Mae 1945. Daoust ma oa ezvezant e voe barnet in absentia gant al lez-varn etrebroadel e-kerzh Prosez Nürnberg e 1945 ha 1946. Barnet e voe d'ar marv dre grougiñ evit torfedoù brezel ha torfed a-enep an denelezh.