Karl Gebhardt

Karl Gebhardt (23 a viz Du 1897 e Landshut – 2 a viz Even 1948 e toull-bac'h Landsberg) a oa ur mezeg nazi, mezeg personel Heinrich Himmler hag unan eus kenurzhierien hag obererien bennañ an taolioù-arnod mezegiezh e kampoù-diouennañ Ravensbrück hag Auschwitz-Birkenau. Gruppenführer SS ha Generalmajor Waffen SS e voe ivez.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1919 e stagas Gebhardt gant studioù mezegiezh e München. Barrekaet e voe e 1935 ha kelenner-keveler e teuas da vezañ e 1936 e Berlin. E 1937 e krogas gant kelenn ar surjianerezh-korfeeunadur. D'ar 1añ a viz Mae 1933 ec'h emezelas en NSDAP. E 1935 e voe degemeret er SS ha pennmezeg sanatoriom Hohenlychen (en Uckermark) e teuas da vezañ. Ur glinkenn evit an dud paket gant an droug-skevent e oa, hag e lakaas anezhi da zont da vezañ ur glinikenn korfeeunadur. E-pad ar brezel e voe implijet ar glinikenn-se da louzaouiñ izili eus ar Waffen-SS. Mezeg personnel Heinrich Himmler e teuas da vezañ e 1938. Bet e voe ivez rener ar vezegiezh da vare C'hoarioù olimpek Berlin e 1936, kelenner surjianerezh e skol-veur Berlin (1937) ha penngleñvedour an SS.[1].
E penn-kentañ 1944 e voe oberataet pennglin Albert Speer gant Gebhadt. Gloazet e voe Speer gant Gebhardt, hag a soñje dezhañ e oa Speer ur c'hevezer, hag ur mezeg all a reas war-dro Speer.
Kiriek e voe eus an taolioù-arnod surjianerezh aozet er c'hampoù-diouennañ, dreist-holl e karter ar maouezed e Ravensbrück hag en Auschwitz-Birkenau. Eñ eo a voe e penn an taolioù-arnod gant sulfamidoù.[1].
E-pad ar brezel e voe lakaet e penn ar Groaz Ruz alaman e-pad ur pennad. Da zevezhioù diwezhañ emgann Berlin ez eas da repuiñ er Führerbunker hag e kuitaas anezhañ d'an 22 a viz Ebrel 1945.
Goude ar brezel e voe Gebhardt e-touez an 23 den tamallet da-geñver prosez ar vezeien aozet gant lez-varn arme etrebroadel Nürnberg. Embannet e voe e oa kablus eus torfedoù-brezel ha torfedoù a-enep Mab-Den ha kondaonet d'ar marv e voe d'an 21 a viz Eost 1947. Krouget e voe e toull-bac'h Landsberg d'an 2 a viz Even 1948.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- [1]
- [2]
- Silke Schäfer; Zum Selbstverständnis von Frauen im Konzentrationslager. Das Lager Ravensbrück; Technischen Universität Berlin, 2002, p. 131
- Freya Klier ; Die Kaninchen von Ravensbrück. Droemer-Knaur, München, 1995
- Alexander Mitscherlich, u.a. (Hrsg.); Medizin ohne Menschlichkeit. Fischer, Frankfurt/M., 1997
- Peter Witte, u.a.; Der Dienstkalender Heinrich Himmlers 1941/42. Hans Christians Verlag, Hamburg, 1999
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|