Traudl Junge

Eus Wikipedia

Traudl Junge (ganet Gertraud Humps d'ar 16 a viz Meurzh 1920 e München ha marvet d'an 10 a viz C'hwevrer 2002 e München), a voe sekretourez prevez Adolf Hitler etre 1942 ha 1945.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok dont da vezañ sekretourez e studias ar c'henwerzh e München. E miz Gwengolo 1942 e voe degemeret evel sekretourez e kañsellerezh ar Reich ha d'an 30 a viz Genver 1943 e teuas da vezañ sekretourez prevez Hitler. E 1943 e timezas gant an ofiser SS Hans-Hermann Junge (19141944), hag a varvas e-pad ma oa o vrezeliñ. Hi eo a vizskrivas testamant Hitler er Führerbunker e Berlin d'an 30 a viz Ebrel 1945. Kuitaat a reas ar bunker d'ar 1añ a viz Mae, asambles gant Wilhelm Mohnke, Hans Baur (levier prevez Hitler), Hans Rattenhuber (penn ar Reichssicherheitsdienst), ar sekretourezed Gerda Christian hag Else Krüger, Constanze Manziarly (bouedreolier Hitler), hag Ernst-Günther Schenck. E 1945 e voe prizoniadez en URSS, ma vevas gant un ofiser rusian. E 1946 e tec'has war-du Bavaria, ma voe harzet. Dieubet e voe e 1947, hag adstagañ a reas gant he micher sekretourez ha kazetennerez. Hec'h eñvorennoù a skrivas a-raok mervel e 2002.

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traudl Junge a weler e penn-kentañ hag e dibenn ar film Der Untergang (2004). Er film ez eo an aktorez Alexandra Maria Lara a c'hoari he ferzh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Traudl Junge, Melissa Müller: Bis zur letzten Stunde. Hitlers Sekretärin erzählt ihr Leben, List-Verlag, 2004