Walter Wagner
Walter Wagner, ganet d'ar 25 a viz Even 1907 ha marvet war-dro an 29 pe 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin, a oa an den a zimezas Adolf Hitler gant Eva Braun er Führerbunker d'an 29 a viz Ebrel 1945.
Wagner a oa ur gwiraour hag un ezel eus NSDAP. Anavezout a rae Joseph Goebbels peogwir o doa labouret asambles e Berlin. Enluet e oa bet pa oa ar Gevredidi o tostaat ouzh Berlin. Pa lavaras Hitler da Goebbels e felle dezhañ dimeziñ e voe kaset Wagner betek ar Führerbunker. P'en em gavas eno d'an 28 a viz Ebrel 1945 e verzhas ne oa ket ar paper ret evit prientiñ an eured. A-benn ar fin e teuas a-benn da gaout ar pezh a oa ret, hag aozet e voe an eured ur pennadig a-raok hanternoz[1].
Dres goude e voe kaset Wagner d'e vagad arme en-dro. Lazhet e voe un nebeud devezhioù goude, da vare emgann Berlin[1].
Eured Hitler a weler e meur a film : Hitler: The Last Ten Days ha Der Untergang. Enno e weler ar mare ma c'houlenn Wagner ouzh Hitler prouiñ ez eo a-orin arian a-raok ma krogfe an eured (ur redi e oa da vare ar renadur nazi).
Walter Wagner er sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Andrew Sachs eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film breizhveurat Hitler: The Last Ten Days (1973) ;
- John Ringham eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film skinwel breizhveurat The Death of Adolf Hitler (1973) ;
- Robert Austin eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film skinwel stadunanat The Bunker (1981) ;
- Norbert Heckner eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film alaman Der Untergang (2004).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) THORPE Vanessa, Revealed: the man who wed Hitler and Eva, The Guardian, 10/10/2004 (lennet d'ar 07/08/21025)
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||