Divroadeg iwerzhonat da Vreizh
An divroadeg iwerzhonat a grog e Breizh er 17vet kantved, goude dilestr Oliver Cromwell e Dulenn evit sujañ Iwerzhon dindan ar banniel saoz. Kemeret e voe an douaroù evit reiñ anezhe d'ar Saozon. Kalz a Iwerzhoniz a oa deuet paour-tre gant an dra-se hag int a c'houzañve gant an naonegezh. Neuze, kalz a dud a soñje kuitaat Iwerzhon da vont d'an douar-bras. War-dro 35 000 e-pad ar 17vet kantved. Gant an niver-se, ret eo adlakaat 19 000 soudard Iwerzhonat a servije en armeoù ar broioù all (katolik dre vras) ha 1 000 soudard iwerzhonat bep bloaz e-pad an 18vet kantved.
Anvioù gant orin iwerzhonat e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar roud eus an divroadeg iwerzhonad en deus adkavet e Breizh gant fichennoù marv, badeziant, aktoù sivil en tiez-kêr ha kumunioù disheñvel. Kavet e vez anvioù gouezeleg evel Ó Súilleabhain, [O suileva:n] e skritur fonetik skrivet dre ar Vretoned Souillevan (Mur), Soulvan (Noal-Pondi) hag anvioù all Suibhne deus kontelezh Korkig, su Iwerzhon, skrivet Sign e Sant-Wenn, Souhignie er Gemene.
Tout an anvioù a veze diskrivet gant ar veleien vreizhat met gant ur mod brezhoneg dre-vras rak an Iwerzhoniz a oa deuet er mare-se a gomze iwerzhoneg.
Adkavout a reer ivez an anv Mac Carty skrivet Carty, Cartier ha memes Carré. E-barzh Kaieroù bras Henbont ez eus anvioù e-giz Oridan pe Ohé, gant orin iwerzhonad. Un anv interestus zo Thomas de Voqueldafadri, marteze e vefe ur familh nobl eus kontelezh Laois. Kavout a reer un anv gwregel ivez, e-giz se e Loudieg / Lodaog, ur person en e treuzskrivadur Ny an Neisse er bloavezh 1638. O studiañ an anvioù iwerzhonad e ouzer war-dro 70% etreze zo deuet eus su an Iwerzhon, kontelezh K/Cork dre resis. Ul lodenn all eus Kerry, hag e kaver ivez anvioù eus Kreiz an Iwerzhon. An Iwerzhoniz pinvidik a yae e kerioù-porzh evel Sant Maloù ha Naoned met an tu-kreñv eus an divroadeg a chome e kreiz Breizh. Diwar 1690 e kave nebeutoc'h a nebeutañ anvioù iwerzhonad, pe dimezet o deus ar merc'hed ha kollet o deus o anv, pe soñjer an Iwerzhoned o deus enrollet en arme Jakez II a Vro-Saoz.
Pezh a zo iskis ez eo peurviañ an anvioù iwerzhonad ne skrivont nemet ur wezh.
Koulskoude chom a ra kalz labour evit kompren an divroadeg-se.
Evit mont pelloc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alain Le Noac'h, Éamon Ó Ciosáin. Immigrés irlandais au XVIIe siècle en Bretagne - du Centre-Bretagne à l'embouchure du Blavet, Emb. Skol-Uhel ar Vro, Du 2006, 86 p.
- Alain Le Noac'h, Éamon Ó Ciosáin. Immigrés irlandais au XVIIe siècle en Bretagne (levrenn II) - Du Centre-Bretagne à Lannion, Skol-Uhel ar vro, 2009
- Alain Le Noac'h, Éamon Ó Ciosáin. Immigrés irlandais au XVIIe siècle en Bretagne (levrenn III) - Nantes, paroisse Saint-Nicolas, Skol-Uhel ar vro, 2015, 105 p.
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia