Cumbric : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: uk:Кумбрійська мова
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: is:Kumbríska
Linenn 41: Linenn 41:
[[gl:Lingua cúmbrica]]
[[gl:Lingua cúmbrica]]
[[hr:Kumbrijski jezik]]
[[hr:Kumbrijski jezik]]
[[is:Kumbríska]]
[[it:Lingua cumbrica]]
[[it:Lingua cumbrica]]
[[kw:Cumbric]]
[[kw:Cumbric]]

Stumm eus an 26 Mae 2011 da 14:12

Cumbric a vez lavaret e saozneg eus ar yezh predenek komzet en Hanternoz Kozh Enez Vreizh etre ar Vvet ha XIvet kantved. Marvet eo gant lanv an alouberien c’herman, Angled ha Saozon.

Skridoù

N’anavezer nemet tri ger anezhi kavet e-barzh ur skrid latin, Leges inter Brettos et Scottos : « galnys », « mercheta » ha « kelkyn », a vije « galanas », « merch » ha « cylch » e kembraeg a vremañ, ha « merc'heta » ha « kelc'h(enn) », e brezhoneg evit an daou ziwezhañ. Anvioù-tud zo ivez e Buhez sant Kentigern . El lec’hanvadurezh eo ez eo chomet ar brasañ roud anezhi.

Komzet e veze e rouantelezhioù brezhon an hanternoz kozh, da lavarout eo Rheged, Gododdin ha Strat Klut, e broioù a zo bet lonket gant Bro-Skos pe Bro-Saoz

Lavaret e vez eo er yezh-se e voe savet oberennoù ar varzhed Taliesin hag Aneurin er VIvet kantved. Ne vije ket gwall zisheñvel diouzh an hengembraek nag ouzh an henvrezhoneg. Predeneg a vez lavaret a-wechoù eus ar genyezh pe ar skourr yezhoù-se.


Lennadurezh


Pennadoù kar




Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.