Je suis Charlie : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎E Breizh: Pep unan a zo Charlie, Pep unan a zo war-sav !!!
Linenn 40: Linenn 40:
*e [[Landerne]]
*e [[Landerne]]
*e [[Lannuon]]
*e [[Lannuon]]
*e [[Naoned]], d'ar Sadorn 10 a viz Genver 2015, war-dro 80 000 o vanifestiñ didrouz. Skrivet e oa "Je suis Charlie" war an Tour Breizh, pe [[Tour Bretagne]].
*e [[Naoned]]
*e [[Redon]]
*e [[Redon]]
*e [[Roazhon]], d'ar Sul 11 a viz Genver 2015, gant tremen 125 000 a dud.
*e [[Roazhon]], d'ar Sul 11 a viz Genver 2015, gant tremen 125 000 a dud.

Stumm eus an 12 Gen 2015 da 11:06

Skeudenn Je suis Charlie, skignet en linenn hag implijet er manifestadegoù.

Je suis Charlie (« Me zo Charlie ») zo ur frazenn savet gant Joachim Roncin[1][2][3][4], rener arzel Stylist, ur gelaouenn c'hallek evit ar merc'hed, goude klevout keloù eus lazhadeg ar merc'her 7 a viz Genver 2014 e burevioù Charlie Hebdo e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall. Buan eo deuet da vezañ ur slogan implijet er manifestadegoù, er c'hazetennoù, er skingomz hag er skinwel gallek.

Al logo n'eus anezhañ nemet ar gerioù « Je suis Charlie » en gwenn ha louet, war un daolenn zu, hep netra ouzhpenn.

Istor ar grouadenn

Ouzh e urzhiataer e oa Joachim Roncin, 39 bloaz dezhañ, o labourat, pa glevas anv eus an darvoud. Strafuilhet e oa.

C'hoant en doa da lakaat gerioù war an euzh-se met ne ouie ket petra lavarout. Klask a reas « Charlie Hebdo » e-barzh Google Images, ha gwelout a reas skeudennoù ha tresadennoù... ha soñjal a reas e oa skeudennoù a anaveze abaoe e yaouankiz ha fromet e voe oc'h adwelout kement-se. Hag e soñjas: Charlie c’est moi, je suis Charlie. (Me eo Charlie, me zo Charlie). Neuze e savas al logo en ur ober un hantereur. Skignet eo bet gant an oberour Joachim Roncin evel luc'hskeudenn al slogan dre Twitter da 11 e 52 d'ar 7 a viz Genver 2015, prestik goude ar gwalldaol.

Adalek neuze e voe skignet a bep tu, ha ne oa ket dezhañ ken peogwir n'en doa krog ebet ken war e grouadenn. Moulet eo bet ar gerioù war baper ha douget er manifestadegoù zo bet en ur bern broioù er bed, e New York koulz hag e Moskou.

Lavarout a ra en doa soñjet ivez el levr gallek Où est Charlie ? (troet diwar al levr saoznek Where's Wally? ) en deus bet lennet gant e vab, hag er slogan gallek « Nous sommes tous Américains » da goulz gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001[5].

Kenwerzh

Adkemeret eo bet gant stalioù a werzh rochedoù ha chopinoù war ar Genrouedad.

Adstummoù

  • « I am Charlie » zo bet implijet e saozneg [6].
  • Tud zo o deus implijet ar skritelloù brezhonek Charlie on, me zo Charlie, Charlie zo ac'hanon.
  • Ar slogan Je ne suis pas Charlie, zo bet implijet gant tud all ivez
    • gant Jean-Marie Le Pen dre ma ne oa ket a-du gant ar gelaouenn, daoust ma embann bout enep ar gwalldaol, ha dre vras gant tud a rebech ouzh ar gelaouenn letaat ar relijionoù
  • Al lugan je suis Charlie Martel a vez implijet gant ar vroadelourien c'hall.
  • Gant an islamisted a-du gant ar gwalldaolioù e vez implijet luganioù doare #JeSuisKouachi pe c'hoazh #JeSuisCoulibaly, hervez anv ar sponterien a sevenas an tagadennoù (Lugan war Twitter)

Manifestadegoù

Kalz manifestadegoù republikan zo bet er stad c'hall[7] ha dreist-holl d'an 10 hag 11 a viz Genver 2015, ma voe implijet al lugan « Je suis Charlie ».

E Breizh

E Bro-C'hall

E kêrioù brasañ ar vro:

E broioù all

Skeudennoù

Manifestadeg e Brusel, d'ar 7 a viz Genver 2015 en enor d'an dud lazhet.

Ster

Je suis Charlie a dalvez « A-unan on gant an dud lazhet e ti Charlie Hebdo », evel ma voe lavaret « Ce soir, nous sommes tous Américains » (« Fenoz omp holl Amerikaned » ) gant ar bolitikourez Nicole Bacharan d'an 11 a viz Gwengolo 2001, goude gwalldaolioù an Twin Towers e New York, ha brudet gant ar c'hazetenner gall Jean-Marie Colombani en e bennad-stur e-barzh Le Monde an 11 a viz Gwengolo 2001. E gwirionez e tenn ivez d'ar bomm Ich bin ein Berliner (« Berlinad on  ») distaget gant John Fitzgerald Kennedy e Berlin, d'ar 26 a viz Mezheven 1963, da geñver blokus Berlin.

Tud zo ne fello ket dezho mont a-du gant tud en marv pa ne oant ket a-du ganto en o bev, petra bennak ma savont a-enep ar gwalldoaolioù.

Liammoù diavaez


Kanaouennoù

Meur a ganaouenn c'hallek anvet Je suis Charlie zo bet savet e miz Genver 2015:

  • d'an 10, gant Tryo, ur ganaouenn anvet Charlie, ma kanont ar gerioù « Je suis Charlie ».

Notennoù

  1. http://www.la-croix.com/Actualite/France/JeSuisCharlie-l-hommage-des-internautes-aux-victimes-de-Charlie-Hebdo-2015-01-08-1289980
  2. http://www.google.fr/imgres?imgurl=http://www.linformaticien.com/Portals/0/2015/Janvier/jsc_01.jpg&imgrefurl=http://www.linformaticien.com/actualites/id/35343/jesuischarlie-2-1-millions-de-tweets-joachim-roncin-jeune-directeur-artistique-en-est-l-auteur.aspx&h=213&w=487&tbnid=qtA98ti1zg2AmM:&zoom=1&tbnh=90&tbnw=206&usg=__7aGlttDxUpn53O-5zEATlePITDI=&docid=wcLH2B4e1LrNvM&client=opera&sa=X&ei=oFGyVKn0BJXtaKnLgvAG&ved=0CEIQ9QEwCQ&dur=4485
  3. http://www.ouest-france.fr/je-suis-charlie-recuperer-mon-logo-pour-le-fric-cest-honteux-3103732
  4. http://www.parismatch.com/Actu/Societe/Joachim-Roncin-Recuperer-mon-logo-pour-le-fric-c-est-honteux-686816
  5. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet vingtminutes1512635
  6. Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet nbcnews
  7. http://www.ouest-france.fr/charlie-hebdo-la-liste-des-rassemblements-republicains-dans-louest-3103809#services
  8. http://www.lefigaro.fr/musique/2015/01/09/03006-20150109ARTFIG00055-jeanne-cherhal-olivia-ruiz-chantent-pour-charlie-hebdo.php