Je suis Charlie

Eus Wikipedia
Skeudenn Je suis Charlie, skignet en linenn hag implijet er manifestadegoù.

Je suis Charlie ([ʒə sɥi ʃaʁ.li]; « Me zo Charlie ») zo ur frazenn savet gant Joachim Roncin[1],[2],[3],[4], rener arzel Stylist, ur gelaouenn c'hallek evit ar merc'hed, goude klevout keloù eus lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2014 e-ti Charlie Hebdo e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall. Buan eo deuet da vezañ ur slogan implijet er manifestadegoù, er c'hazetennoù, er skingomz hag er skinwel gallek.

Al logo n'eus anezhañ nemet ar gerioù « Je suis Charlie » en gwenn ha louet, war un daolenn zu, hep netra ouzhpenn.

Istor ar grouadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzh e urzhiataer e oa Joachim Roncin, 39 bloaz dezhañ, o labourat, pa glevas anv eus an darvoud. Strafuilhet e oa.

C'hoant en doa da lakaat gerioù war an euzh-se met ne ouie ket petra lavarout. Klask a reas « Charlie Hebdo » e-barzh Google Images, ha gwelout a reas skeudennoù ha tresadennoù... ha soñjal a reas e oa skeudennoù a anaveze abaoe e yaouankiz ha fromet e voe oc'h adwelout kement-se. Hag e soñjas: Charlie c’est moi, je suis Charlie. (Me eo Charlie, me zo Charlie). Neuze e savas al logo en ur ober un hantereur. Skignet eo bet gant an oberour Joachim Roncin evel luc'hskeudenn al slogan dre Twitter da 11 e 52 d'ar 7 a viz Genver 2015, prestik goude ar gwalldaol.

Adalek neuze e voe skignet a bep tu, ha ne oa ket dezhañ ken peogwir n'en doa krog ebet ken war e grouadenn. Moulet eo bet ar gerioù war baper ha douget er manifestadegoù zo bet en ur bern broioù er bed, e New York koulz hag e Moskou.

Lavarout a ra en doa soñjet ivez el levr gallek Où est Charlie ? (troet diwar al levr saoznek Where's Wally? ) en deus bet lennet gant e vab, hag er slogan gallek « Nous sommes tous Américains » da goulz gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.

Skignet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn un toullad munutennoù e voe skignet al lugan dre ar blogoù met dreist-holl dre Facebook ha Twitter, ha zoken dre gazetennoù gallek evel Le Monde ha Libération.

Kenwerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemeret eo bet gant stalioù a werzh rochedoù ha chopinoù war ar Genrouedad.

Adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Nous sommes tous Charlie » a zo implijet gant ar Société de journalistes français ha Reporters sans frontières.
  • « I am Charlie » zo bet implijet e saozneg.
  • Tud zo o deus implijet ar skritelloù brezhonek Charlie on, me zo Charlie, Charlie zo ac'hanon.
  • Ar slogan Je ne suis pas Charlie, zo bet implijet gant tud all ivez
    • gant Jean-Marie Le Pen dre ma ne oa ket a-du gant ar gelaouenn, daoust ma embann bout enep ar gwalldaol, ha dre vras gant tud a rebech ouzh ar gelaouenn letaat ar relijionoù
  • Al lugan Je suis Charlie Martel a vez implijet gant ar vroadelourien c'hall.
  • Gant an islamourien a-du gant ar gwalldaolioù e vez implijet luganioù doare #JeSuisKouachi pe c'hoazh #JeSuisCoulibaly, hervez anv ar sponterien a sevenas an tagadennoù (Lugan war Twitter).

Manifestadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz manifestadegoù republikan zo bet er stad c'hall[5] ha dreist-holl d'an 10 hag 11 a viz Genver 2015, ma voe implijet al lugan « Je suis Charlie ».

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re vrasañ:

E broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Je suis Charlie a dalvez « A-unan on gant an dud lazhet e ti Charlie Hebdo », evel ma voe lavaret « Ce soir, nous sommes tous Américains » (« Fenoz omp holl Amerikaned ») gant ar bolitikourez Nicole Bacharan d'an 11 a viz Gwengolo 2001, goude gwalldaolioù an Twin Towers e New York, ha brudet gant ar c'hazetenner gall Jean-Marie Colombani en e bennad-stur e-barzh Le Monde an 11 a viz Gwengolo 2001. E gwirionez e tenn ivez d'ar bomm Ich bin ein Berliner (« Berlinad on ») distaget gant John Fitzgerald Kennedy e Berlin, d'ar 26 a viz Mezheven 1963, da geñver blokus Berlin.

Tud enep[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo ne fello ket dezho mont a-du gant tud en marv pa ne oant ket a-du ganto en o bev, petra bennak ma savont a-enep ar gwalldaolioù. Tud all ne fell ket dezho kemer perzh en unaniezh vroadel, dre abegoù liesseurt[10] .

Nathalie Saint-Criq, kazetennerez e F2, he deus galvet ar skinarvesterien da zisklêriañ an dud a lavare ne oant ket Charlie[11].

Arc'hant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klasket ez eus gwerzhañ dafar gant an anv Je suis Charlie evel gant ar stal 3 Suisses war Facebook.

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a ganaouenn c'hallek anvet Je suis Charlie zo bet savet e miz Genver 2015 :

Poelladoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm 6.7.4 ar Poellad frank NotePad++ zo bet anvet Je suis Charlie Edition, gant ur gemennadenn a-zivout ar frankiz eztaoliñ :

Freedom of expression is like the air we breathe, we don't feel it, until people take it away from us.

For this reason, Je suis Charlie, not because I endorse everything they published, but because I cherish the right to speak out freely without risk even when it offends others. And no, you cannot just take someone's life for whatever he/she expressed.

Hence this "Je suis Charlie" edition.[13]

« Evel an aer a analomp eo ar frankiz eztaoliñ, n'er santomp ket, betek ma teu tud d'e dennañ diganimp.
Evit an abeg-se, Je suis Charlie, neket abalamour ma savan a-du gant kement tra a embannont, hogen abalamour ma karan ar gwir da gomz fraezh ha frank hep bezañ en arvar zoken pa vez feuket lod tud all.
Alese an embannadur Je suis Charlie-mañ. »

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20150111090454/http://www.la-croix.com/Actualite/France/JeSuisCharlie-l-hommage-des-internautes-aux-victimes-de-Charlie-Hebdo-2015-01-08-1289980
  2. http://www.google.fr/imgres?imgurl=http://www.linformaticien.com/Portals/0/2015/Janvier/jsc_01.jpg&imgrefurl=http://www.linformaticien.com/actualites/id/35343/jesuischarlie-2-1-millions-de-tweets-joachim-roncin-jeune-directeur-artistique-en-est-l-auteur.aspx&h=213&w=487&tbnid=qtA98ti1zg2AmM:&zoom=1&tbnh=90&tbnw=206&usg=__7aGlttDxUpn53O-5zEATlePITDI=&docid=wcLH2B4e1LrNvM&client=opera&sa=X&ei=oFGyVKn0BJXtaKnLgvAG&ved=0CEIQ9QEwCQ&dur=4485
  3. http://www.ouest-france.fr/je-suis-charlie-recuperer-mon-logo-pour-le-fric-cest-honteux-3103732
  4. http://www.parismatch.com/Actu/Societe/Joachim-Roncin-Recuperer-mon-logo-pour-le-fric-c-est-honteux-686816
  5. http://www.ouest-france.fr/charlie-hebdo-la-liste-des-rassemblements-republicains-dans-louest-3103809#services
  6. Sud-Ouest
  7. Le Dauphiné
  8. Le Midi Libre
  9. http://www.lemonde.fr/societe/article/2015/01/11/a-paris-des-centaines-de-milliers-de-manifestants-rassembles-pour-la-marche-republicaine_4553702_3224.html Le Monde
  10. http://rue89.nouvelobs.com/2015/01/08/jenesuispascharlie-a-rebours-lemotion-collective-twitter-256969
  11. http://www.dailymotion.com/video/x2eqaii_nathalie-saint-cricq-il-faut-reperer-et-traiter-ceux-qui-ne-sont-pas-charlie_news
  12. http://www.lefigaro.fr/musique/2015/01/09/03006-20150109ARTFIG00055-jeanne-cherhal-olivia-ruiz-chantent-pour-charlie-hebdo.php
  13. Notepad++, "Je suis Charlie" Edition