Mont d’an endalc’had

Tour Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tour Bretagne)
Tour Breizh, gwelet eus an Erzh

Tour Breizh zo un tour bras, ha tour uhelañ Breizh, 144 m dezhañ, 32 estaj, e kreiz-kêr Naoned. Savet e oa bet gant Claude Devorsine, diwar goulenn maer Naoned d'ar mare-se, André Morice ha digoret er bloavezh 1976. Deuet eo da vezañ unan eus arouezhioù kêr an Duged. Serret eo abaoe 2020 hag addigorret e vo etre 2025 ha 2030.

Ur souezhadenn eo lec'h Tour Breizh : fabourzh Marchix a oa bet gwallaozet gant bombezadegoù an Amerikaned e-pad an Eil Brezel-bed. Graet e oa an tour evit diskouez galloud ekonomikel ar vro. Diaes e voe sevel an tour ivez abalamour d'an dachenn a oa gant 15m dilive eus an eil penn d'egile. Ar raktres kentañ a oa ober un tour gant :

  • Ur greizenn genwerzhel war an 3 estaj kentañ
  • Ur parklec'h gant ur stal drelosk hag a vije tu da vont e-barzh eus plasenn Breizh hag eus Plasenn ar Sirk.
  • Burevioù
  • Ur savenn-douar gant ur preti gwelmeur a 200m²

Kroget o doa al labourioù e 1971 hag echuet o doa gant 2 vloaz dale e 1976. Ne reas ket berzh diouzhtu hag ar c'hontrol e voe kentoc'h peogwir ne veze feurmet nemet tro-dro an hanter eus ar plas abalamour d'ar feurmoù re uhel. Evit leuniañ an tour e voe lakaet gant an ti-kêr un tamm eus e servijoù e-barzh. Goude eo bet leuniet an tour gant servijoù Meurgêr Naoned hag an Ti-Post. D'ar c'hentañ a viz Kerzu 2012 e oa bet un den o lammat gant un harz-lamm eus an 32vet estaj.

E 2012 e-keñver "Beajiñ d'An Naoned" ("Le Voyage à Nantes" e galleg), eo bet digor "An Neizh", un davarn en 32vet estaj. Ijinet oa bet al lec'h gant Jean Jullien, un arzour bet ganet en Naoned, hag o chom e Londrez[1]. Serret eo bet e 2020.

Ur raktres nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Even 2020 eo bet gouloet ha serret an tour. Renevezet e vo ar savadur e-pad etre 5 ha 10 bloaz. Emañ ar berc'henned, hag a zo 70, en o zouez ar stroll Giboire (66% eus al lodennoù), ar penngaser Lamotte (10%) hag an ti-kêr (19%), o prederiañ en ur raktres nevez evit an tour, gant burevioù, lojeiz, stalioù ha marteze ur raktres kevredigezhel[2].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]