Mont d’an endalc’had

Hoc'higed-mor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cypraeidae)
Cypraeidae

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Iskevrennad : Caenogastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Uskerentiad : Cypraeoidea
Kerentiad : Cypraeidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cypraeidae zo ur c'herentiad blotviled hag a vez graet hoc'higed-mor[1], "hoc'higoù-mor"[2], "hoc'higed", "moc'h-mor"[3] pe "moudennigoù"[3] anezho. Kerentiadoù tost, an Triviidae hag an Ovulidae a vez graet ar memes anvioù anezho e brezhoneg abalamour ma oa renket gwechall en hevelep kerentiad.
E-touesk ar c'hregin brudetañ hag ar muiañ klasket gant dastumadegerien eo ar Cypraeidae.
Porcellana a vez graet anezho en italianeg, Porcelaines e galleg, Faoiteag e gouezeleg, Kauri en alamaneg, kauri's nederlandeg ha cowries e saozneg.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet anv ar c'herentiad diwar anv ar genad tip Cypraea mui dibenn ar c'herentiadoù -idae. Diskrivet eo bet e 1815 gant Constantine Samuel Rafinesque (1783-1840).

Blotviled gant ur grogenn lufrus e stumm ur vi tamm pe damm hag a bep seurt livioù ha tresadennoù eo an hoc'higed-mor. Ment o c'hrogin a zo etre 6 mm ha 190 mm diouzh ar spesadoù. Al loened bev a c'holo ul lodenn pe ar grogenn a-bezh gant ur vantell hag a zo eus ul liv disheñvel eus ar grogenn. Brec'hioù o deus gant daoulagad, ur proboscis hag ur sifon. Daoust d'an hoc'higed-mor bezañ gasteropoded, n'eo ket anat tamm ebet o sellout ouzh o c'hregin peogwir eo kuzhet o ahel enrollañ hag o spir gant stummadur ispisial o c'hein hag o diaz. N'eo nemet o tidroc'han ur grogenn pe oc'h implijout ar radiografiezh e c'heller gwelout stumm troellennek ur bigorn boutin. N'o deus ket an hoc'higed-mor ur c'holloennig evel bigorned all.

Bevañ a reont en holl vorioù tomm pe klouar etre live an izel-vor ha donderioù bras (300–400 m). Kigdebrerien eo al lodenn vrasañ eus ar spesadoù anavezet. Debriñ a reont o peuriñ loened bihan staget ouzh ar reier pe ar c'houral, evel askidi, spoue, koural-blod hag all met ivez bezhin diouzh ar spesadoù..

En tu-all eo debret an hoc'higed-mor gant kalzig loened mor evel kresteneged a teuont a benn da zistrujañ o c'hrogin, pe da dennañ o c'hig diouto evel morgirzhier, pe gasteropoded evel ar c'honed pe zoken pesked. Nebeut spesadoù hoc'higed-mor n'int bet kavet nemet en diabarzh stomog pesked (ex-pisce ((lat))) pe eo ar mod ma kaver anezho an aliesañ[4].

Spesad boutin Talparia talpa hoc'hig-mor goz bev gant e vantell du e Filipinez
Spesad boutin-tre Monetaria annulus Gwalenn aour. E benn a zo en tu gleiz gant ar brechioù, an daoulagad hag ar sifon.
Spesad boutin-tre Cypraea tigris Hoc'hig-mor tigr bev goloet gant e vantell en Indonezia

Dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin ar Cypraeidae a zo e-touesk ar re a vez kavet ar muiañ e dastumadegoù an dud abalamour d'o braventez. Ar c'hregin a c'hell bezañ gwerzhet ha prenet er broioù ma vezont dastumet, er stalioù produioù evit an douristed met ivez e stalioù arbennikaet hag a werzh evit lod war ar rouedad internet.

Prizioù ar c'hregin a vez savet hervez ment (a-wechoù) met dreist-holl hervez ar spesadoù: hervez ma'z eo ral pe get ar c'hregin (pezh a c'hell cheñch hervez ar mareoù), hag hervez ma'z eo brav, disi ar c'hregin pe gant ur si pe muioc'h. Ar prizioù a c'hell mont neuze eus un nebeud santimoù euro betek miliadoù a euroioù evit kregin ral (n'eo ket anavezet o lec'h bevañ pe neuze e vevont en un takad bihan (un enezenn, un aod nemetken) ha don. Lod eus ar spesadoù n'int ket anavezet bev ha ne vezont dastumet nemet er morioù don gant rouedoù pe ravanelloù. Lod eus an dastumaderien a glask zoken kregin gant sioù ispisial freak, distummet ha duaet gant an nikel: Niger, bras Giant, korr Dwarf pe stummoù ispisial ral-tre.

Felix Lorenz a zispleg pegen ral pe boutin a c'hell bezañ ar spesadoù disheñvel. Renket en deus an holl spesadoù neuze war ur skeul ralded.[5] Seul raloc'h ur spesad, seul diaesoc'h eo kavout e gregin ha seul kaeroc'h an aliesañ ivez :

Dibaoe pell e veze dastumet kregin an hoc'higed-mor gant pobloù an aod ha lod a zo bet implijet gant meur a bobl evel arc'hant. E china ez eus skouerioù eus-se etre ar 16vet hag an 8vet kantvet a-raok Jesus-Krist.

Kerentiad an Hoc'higed-mor a vev war ar Voull-douar dibaoe pell. Ar fosiloù koshañ kavet e 2006 en Alamagn a oa o vevañ en Anisian en Triaseg kreiz (etre 247 ha 242 milion a vloavezhioù) pa oa ar spesadoù dinosaored o kregiñ ledanaat war ar Voull-Douar[6]. Kavet eo bet fosiloù anezho er c'hretase izel (145 -100 milion a vloavezhioù)[7] ivez hag e kalz mareoù all ar Voull-Douar. Ar fosiloù kavet a zo bet renket evit lod e genadoù fosil hag evit lod all e genadoù bev c'hoazh (Pustularia, Barycypraea, Zoila ha Trona (genad) en o zouesk). Ar genad Pustularia a zo an deiz a hiziv ar genad Hoc'higed-mor koshañ kavet (247 - 242 milion a vloavezhioù).

krogenn spesad fosil Siphocypraea carolinensis eus ar Pliosen dastumet e La belle Florida, SUA

.

Hervez ar skiantourien e vez renket holl spesadoù ar c'herentiad dindan ur genad Cypraea pe kalz anezho, ar genad Cypraea o vezañ unan e-touesk an holl.

Hervez Word Register of Marine species WoRMS (sellet outi e miz Eost 2014)[8] ez eus an 48 genad bev dindan er c'herentiad, lod o strollañ meur a spesad ha lod all nemet unan, an hollad a ra 243 spesad disheñvel enrollet war lec'hienn WoRMS.

Genadoù all n'o deus ket ken a spesad bev an deiz a hiziv evel :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Ménard p. 1053a.
  2. Geriadur Hemon-Huon, 1997.
  3. 3,0 ha3,1 Ichthyonymie bretonne, Alan-Gwenog Berr, levrenn 2, p. 226
  4. South Africa's ex-pisce shells, Helen Boswell, March 1964, In Hawaiian Shell News, vol. XII, N°5, new series N°51
  5. 5,0 ha5,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  6. Pennad "Oldest occurence, Cypraeidae family", A. J. McGowan and A. B. Smith. 2006. Faunal lists from Muschelkalk Museum, Ingelfingen, Germany. in Lec'hienn Paleobiology Database, bet lennet d'ar 15 a viz Eost 2014, http://paleobiodb.org/cgi-bin/bridge.pl?a=checkTaxonInfo&taxon_no=60047&is_real_user=1(en)
  7. Pennad "Fossil history" p 28-35 in Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  8. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 20 a viz Mae 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=23022, (en)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.