Macrocypraea
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
Macrocypraea zebra | |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Macrocypraea | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Macrocypraea a zo ur genad eus kerentiad an hoc'higed-mor e-touesk kalz re all hervez Word Register of Marine species WORMS[1] ).
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar genad Macrocypraea a zo bet diskrivet gant Schilder e 1930[2].
Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]tri spesad a zo bet renket er genad-mañ :
- Spesad Macrocypraea cervus (Linneaus, 1771) a vez kavet e pleg-mor Mec'hiko ha tro-dro Florida er meurvor Atlantel.
- Spesad Macrocypraea zebra (Linneaus, 1758) a vez kavet er Kreizamerika hag er Suamerika, er Mor Karib hag er Meurvor Atlantel eus SUA betek Su Brazil.
- Spesad Macrocypraea cervinetta (Kiener, 1843) a vez kavet e Kreizamerika er meurvor Habask.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Macrocypraea zebra kregin eus Panama.
- Macrocypraea cervus kregin eus Florida.
- Macrocypraea cervinetta kregin eus Panama.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=415594(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)