Austrasiatica sakuraii
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Mollusca | ||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||
| Urzhad : | Littorinimorpha | ||
| Kerentiad : | Cypraeidae | ||
| Genad : | Austrasiatica | ||
| Anv skiantel | |||
| Austrasiatica sakuraii (Habe,1970) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Austrasiatica sakuraii a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er mor China e-kichen ar Filipinez en dour don an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Habe e 1970 dindan an anv genad Schilderia[2]. An anv sakuraii a zo bet roet en enor da Dr. Kin'ichi Sakurai, dastumer ha kreginoner a vro Japan.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica sakuraii o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:[3]
- Cypraea sakuraii (Habe, 1970) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Nesiocypraea sakuraii (Habe, 1970) anv aet da get
- Austrasiatica sakurai [sic] (Dre fazi)
- Nesiocypraea sakurai [sic] (Dre fazi)
- Schilderia sakuraii Habe, 1970 anv an diskrivadenn hag anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha ral eo an Austrasiatica sakuraii. Kavet e vezont er mor don etre 80 m ha 250 m donder tapet gant dragourioù ha nebeut splujerien.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 42 mm ha 50 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 34 mm gour pe ramz, betek 60 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica alexhuberti spesadoù all ar genad. Erronea hungerfordi, Schilderia achatidea spesadoù gant tresadennoù tost.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo er mor China hag er Filipinez.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=607415(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Meyer, C.P. (2004) Toward comprehensiveness: Increased molecular sampling within Cypraeidae and its phylogenetic implications. Malacologia 46(1): 127-156.page(s): 132 in WoRMS, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=607415