Austrasiatica langfordi
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica langfordi (Kuroda, 1938) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Austrasiatica langfordi a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral pe ral-tre a vev er meurvor Habask en dour don an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Kuroda e 1938 dindan an anv genad Nesiocypraea[2]. An anv langfordi a zo bet roet en honor da Daniel B. Langford eus Yokohama..
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica langfordi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea langfordi (Kuroda, 1938) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 isspesad a zo bet diskrivet :
- isspesad : Austrasiatica langfordi cavatoensis (Lorenz, 2002)
- isspesad : Austrasiatica langfordi langfordi (Kuroda, 1938) eus Japan betek Indonezia ha Melanezia.
- isspesad : Austrasiatica langfordi moretonensis (Schilder, 1965) eus Norzh Aostralia ha Kaledonia-Nevez.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha ral pe ral-tre eo an Austrasiatica langfordi . Kavet e vezont er mor don etre 50 m ha 250 m donder draget gant bagoù.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 50 mm ha 62 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 78 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica hirasei, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad, Schilderia achatidea spesad gant tresadennoù tost a-walc'h.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e meurvor Habask etre Japan hag Indonezia o tremen dre Melanezia, Norzh Aostralia ha Kaledonia-Nevez.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530898(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)