Austrasiatica hirasei

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Austrasiatica hirasei
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Austrasiatica
Anv skiantel
Austrasiatica hirasei
(Roberts,1913)
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.

Austrasiatica hirasei a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er Meurvor Habask etre Japan, Filipinez ha Norzh Aostralia en dour don an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Roberts e 1913 dindan an anv genad Nesiocypraea.[2] An anv hirasei a zo bet roet en honor da Y. Hirase marvet e 1925.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica hirasei o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea hirasei (Roberts, 1913) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Nesiocypraea hirasei (Roberts, 1913) anv an diskrivadenn hag anv aet da get.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin brav ha ral eo an Austrasiatica hirasei. Kavet e vezont er mor don etre 60 m ha 500 m donder tapet gant dragourioù ha nebeut splujerien.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 38 mm ha 54 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 29 mm gour pe ramz, betek 66 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad. Erronea hungerfordi, ur spesad gant tresadennoù tost.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo eus Japan betek Filipinez ha Queensland en Aostralia..

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 17 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530896(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)