Mont d’an endalc’had

Chelycypraea testudinaria

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Chelycypraea testudinaria

Hoc'hig-mor skantennoù baot
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Chelycypraea
Anv skiantel
Chelycypraea testudinaria
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Chelycypraea testudinaria a zo ar spesad nemetañ eus genad Chelycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin an hini eo e touesk ar re vrasañ.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Chelycypraea testudinaria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile :

  • Cypraea testudinaria hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Callistocypraea testudinaria anv aet da get.

Kregin brav eo an Chelycypraea testudinaria. Kavet e vezont etre live an izel mor ha nebeut metroù donder e mougev korailh.

Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 88 ha 120 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 68 mm gour, pe ramz, betek 150 mm pe un tamm muioc'h.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erronea bregeriana, ur spesad kalz bihanoc'h gant pikoù gwenn damheñvel ouzh ar c'hregin.

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet er Mor Ruz nag e kornôg Aostralia.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530892 (en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)