Barycypraea teulerei

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Barycypraea teulerei

Hoc'hig-mor Teulere
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Barycypraea
Anv skiantel
Barycypraea teulerei
(Cazenavette, 1846)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Barycypraea teulerei a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Barycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev en Oman an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Cazenavette e 1846 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv 'teulerei' a zo bet roet en anv da Dr. Teulère, presidant a enor eu al Linnean Society of Bordeaux e Bourdel.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Barycypraea teulerei o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea teulerei Cazenavette, 1846 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Bernaya teulerei (Cazenavette, 1846) anv aet da get.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin brav ha boutin a-walc'h eo an Barycypraea teulerei. Kavet e vezont e live ar mare war aod fankeg a-wechoù e-pad an deiz.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 40 mm ha 52 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 33 mm gour, pe ramz, betek 67 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barycypraea fultoni a zo ur spesad tost a-walc'h. Muracypraea mus ur spesad eus Amerika ar c'hreiz gant tresadennoù ha livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Indez en Arabia ar reter e-kichen Oman.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=574018(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)