Bezeg
Bezeg | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Bedésc | |
Anv gallek (ofisiel) | Bédée | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Moñforzh | |
Kod kumun | 35023 | |
Kod post | 35137 | |
Maer Amzer gefridi | Joseph Thébault 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Moñforzh Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Breselien | |
Lec'hienn web | http://www.ville-bedee.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 460 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 115 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 32 m — brasañ 119 m | |
Gorread | 38,95 km² | |
kemmañ ![]() |
Bezeg (Bédée e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Moñforzh e departamant Il-ha-Gwilen.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Jollive e anv, ha daou gure, Chesnard ha Gautier[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 121 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 5,29% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3]; pemp anezhe a varvas e Belgia e miz Eost 1914: unan d'an 21 e Tamines[4] , unan e Falisolle d'an 22
[5] hag an tri all en Emgann Rossignol d'an 22 ivez[6],[7],[8].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 4 a viz Here 1942 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e "Coudray-Vilboux" e Bezeg; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Mont-de-Huisnes[9].
TOE[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur milour a varvas e 1955.
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: tri soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: un ofisour a varvas e Montagnac e departamant Tlemcen e miz Here 1957[10].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Loeiz.
- Monumant ar re varv, bet dioueliet e 1920, savet stok ouzh an iliz katolik, ha diblaset e 1994[11].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Stank ar Blavon.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre Marie Joseph Lefeuvre, kaporal er 70vet Rujumant Troadegiezh (Gwitreg), brudet evit bout bet, gant e genseurted, o tifenn unan a bontoù Tamines (Belgia) ouzh al lu alaman d'an 21 a viz Eost 1914, ha marvet eno[4],[12].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p. 13
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ 4,0 ha4,1 Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ [2] Monumant Pierre Lefeuvre e Tamines