Mont d’an endalc’had

Barbara

Eus Wikipedia
Santez Barbara Nikomedia, livet gant Domenico Ghirlandaio (war-dro 1473). Diwar he brud e teu an anv-badez Barbara, Barba e brezhoneg.

Barbara zo un anv-badez italianek a orin latin, brudet dre ar bed. Anavezet eo dreist-holl en Italia hag e Pologn, hag er broioù saoznek ha spagnolek, ha kar eo d'an anv brezhonek Barba.

Dont a rafe eus ar ger latin gwregel barbara deuet eus ar ger gregach bàrbaros, un anv a vez graet eus ar Varbared, ha deuet da vout anv-badez, abalamour d'ar santez Barbara Nikomedia hervez ar vojenn a zo diwar he fenn.

  • Barba e brezhoneg
  • Bárbara e spagnoleg ha portugaleg
  • Barbora ha Bára, e tchekeg,
  • Barbara, ha Basia, e poloneg
  • Varvara, e ruseg

En Italia, un anv-paotr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Italia, e-kichen ar stummoù all-mañ, Barbera, Barbarella, Barbarina, Barberina e kaver ivez un anv-paotr: Barbaro, Barbarino, Barberino, diwar daou sant Barbaro, lidet d'ar 6 ha d'ar 14 a viz Mae eno.

Barbara Gonzaga (1455–1503), gant Andrea Mantegna.
Barbara Radziwiłł (1520-1551), rouanez Pologn, poltred gant Lucas Cranach ar Yaouankañ
Barbara Sanseverino (1550-1612)

Rouanezed ha priñsezed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barbara Baraldi, skrivagnerez italian
Barbara Chiappini, aktourez italian
  • Barbara (1930-1997), kanerez c'hallek
Barbara Tabita

Meur a gêr zo anvet diwar ar santez-se.

Er relijion afrikan (yoruba) a gaver e Kuba ha Brazil eo heñvelekaet ar santez ouzh an doue Chango.

Oberennoù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]