Mont d’an endalc’had

Barbara Nikomedia

Eus Wikipedia
Santa Barbara, gant Jan van Eyck (~ 1437)
Merzherinti Barbaragant Pinturicchio (1492-1494)
Santa Barbara, gant Parmigianino (~ 1522)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Hervez ur vojenn, Barbara Nikomedia, anvet Barba(n) e brezhoneg, a oa ur werc'hez hag ur verzherez kristen eus an IIIe kantved, marteze eus kêr Heliopolis (Baalbek e Liban) pe eus kêr Nikomedia (e Turkia a-vremañ), hag a voe dibennet abalamour d'he feiz.

Kastizet e vefe bet he bourevier gant un taol-foeltr, setu perak e vez pedet Barba a-enep d'an dañjerioù a varv trumm stag ouzh an taolioù-foeltr, an tan, an tredan. Enoret e vez e Breizh, er Faoued dreist-holl, ha brudet eo chapel santez Barban ar Faoued.

N'eus ket kaoz anezhi er skridoù kozh a-raok ar VIIvet kantved. Tennet e voe hec'h anv a-douez ar sent ofisiel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1969 gant ar pab Paol VI en e lizher abostolek votu proprio[1] anvet Mysterii Paschalis[2].

Bevet he devefe Barba war-dro kreiz an III(de) kantved en Heliopolis en amzer an impalaer Maximianus Herculius, pe e Nikomedia, e proviñs Bithynia, e rann hanternozel Turkia.

He zad Dioscorus a oa un den pinvidik, pagan, diskennad eus satraped pers. Difenn gwerc'hded e verc'h a felle dezhañ ha diwall anezhi diouzh ar gristenien, hag evit se e serras anezhi en un tour daou brenestr warnañ[3].

Un deiz avat e teuas d'he c'haout ur beleg gwisket e mezeg hag a vadezas anezhi. Pa zistroas he zad eus ur veaj e kontas Barba dezhañ he devoa toullet ar voger d'ober un trede prenestr en tour, abalamour da aroueziañ an Drinded, dre ma oa deuet da vout kristen. Hag an tad da c'hwezhañ an tan en tour. Tec'hel avat a c'hallas Barba ober, met kavet e voe pelec'h e oa o kuzhat, hag ur mesaer a yeas da gontañ d'he zad.

Hag an tad neuze da sachañ e verc'h gantañ betek ti gouarnour roman ar broviñs a gondaonas anezhi d'ar marv. Dre ma nac'he ar plac'h dilezel he feiz e c'hourc'hemennas ar gouarnour d'an tad dibennañ e verc'h e-unan. Ha Dioscorus da zibennañ e verc'h, ha kenkent e kouezhas tan doue ar gristenien warnañ.

Pa zeuas ar gristenien da c'houlenn korf ar verzherez yaouank ne falvezas ket dezho ober gant hec'h anv persek ha ne gredjont ket ober gant hec'h anv kristen ivez rak aon da ziskuliañ o relijion, ma lavarjont e oant deuet da gerc'hat « ar varbarez yaouank » (barbăra e latin), ma voe miret an anv.

  1. (la) Motu proprio : diwar e intrudu.
  2. (la) (en) (it) (pt) Mysterii Paschalis
  3. Gwelout ar gontadenn Rapunzel