Mont d’an endalc’had

Barbara Manfredi

Eus Wikipedia
Bez Barbara Manfredi

Barbara Manfredi (Faenza, 1444Forli, 1466) a oa ur briñsez italian er XVvet kantved.

Merc'h e oa da Astorre II Manfredi, aotrou Faenza, en Emilia-Romagna hiziv.
E 1462 e timezas gant Pino III Ordelaffi, aotrou Forli, prometet ma oa dezhañ abaoe he seizh vloaz.
E 1463 e klañvas Pino, ken na voe soñjet e oa bet kontammet gant e vreur Francesco. Gwellaat a reas dezhañ avat. E 1466, e voe tro Francesco da venel klañv, goude ma klaskas Barbara e gontammañ, en aner.

Francesco a voe muntret gant un ofisour dezhañ, setu ma lammas e vreur Pino war e gêr ha ma teuas da vout mestr Forli ha Forlimpopoli gant skoazell Venezia.
Ur pennad goude e varvas Barbara, hag he zad a gavas dezhañ e oa bet kontammet gant Pino. Klask a reas skoazell ar pab Paol II da lakaat e vab-kaer e-maez Forli.
Pino a c'houlennas digant Francesco di Simone Ferrucci sevel ur mell bez da Varbara en iliz Sant Biagio e Forli. Kement-se a veze komprenet evel ur merk a gablusted gant tud e amzer.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (it) Pecci, Giuseppe : Gli Ordelaffi, signori di Forli, Fratelli Lega Editori, Faenza, 1955.