Astorre II Manfredi

Eus Wikipedia
Poltred Astorgio Manfredi, gant Mino da Fiesole (1455, National Gallery of Art, Washington D.C.)


Astorre II Manfredi, pe Astorgio, (8 a viz Kerzu 1412 - 12 a viz Meurzh 1468) a oa condottiero italian hag aotrou Imola adalek 1439 ha Faenza adalek 1443.

Ganet e oa e Faenza, ha mab e oa da Gian Galeazzo Iañ Manfredi.

Ouzhpenn Faenza hag Imola, e oa vikel-vras ar pab e Fusignano hag e lec'hioù arall e Romagna war un dro gant e vreur Gian Galeazzo II Manfredi. Brezeliñ a reas ivez evit tud arall evit ur gopr.

E 1431 e timezas da Giovanna da Barbiano, merc'h ar c'hondottiero brudet Alberico da Barbiano. O mibien, Carlo ha Galeotto, a voe aotrouien Faenza war-lerc'h marv Astorre.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok 
e Dugelezh Milano
Aotrou Imola
1439-1448
War e lerc'h
Taddeo Manfredi
En e raok 
Guidantonio Manfredi
Aotrou Faenza
1448-1468
War e lerc'h
Carlo II Manfredi

)