Barbara Sanseverino

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Barbara Sanseverino (Milano, war-dro 1550 – Parma, 1612) a oa ur gontez en Italia an Azginivelezh hag a voe skrivet diwar-benn he c'hened. Torquato Tasso a skrivas ur sonedenn d'he blev, anvet In lode de' capelli di D. Barbara Sanseverini Contessa di Sala.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoed an Tiegezh Sanseverino

Merc'h e oa da Gianfrancesco ha Lavinia Sanseverino. Erruout a reas e Parma goude eurediñ da Giberto IV Sanvitale. Mignonez e oa Barbara da Vincenzo Iañ Gonzaga, dug Mantova, ha hennezh ac'h eas eviti da chom eus Mantova da Viadana e 1580.

E 1585 e varvas Giberto e Piacenza, met n'ouzer ket penaos. Beziet e voe e chapelig San Lorenzo di Sala Baganza), aotrou Sala Baganza. E vab Girolamo a resevas, digant an dug Ottavio Farnese, markizelezh Colorno, war ziviz e kemerfe anv ha skoed Sanseverino, hag a deue eus Rouantelezh Naplez. Serc'h Ottavio Farnese e vije bet Barbara neuze.

An intañvez, war-dro 35 bloaz, a glaskas neuze lakaat un tamm urzh en he buhez hag a glaskas ur pried mat. E 1596 e kavas ar c'hont Orazio Simonetta, aotrou Torricella, war lez ar Po, ha mont a reas da chom da g-Colorno.

An dug Ranuccio Farnese avat a glaske kemer en-dro Colorno, ar mad a oa bet roet gant e dad, ha krog e oa da lavarout a bep tu ne dalveze ket an donezon d'ar re Sanvitale. Pa welas ar re Sanvitale e c'halle bezañ dañjer e krogjont da soñjal e oa poent aozañ un dra bennak a-enep Ranuccio evit derc'hel d'o gwir.

Irienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ranuccio Iañ Farnese an hini a renas e Parma war-lerc'h e dad Ottavio Farnese.

E deroù 1611 e voe harzet Alfonso Sanvitale, kont Fontanellato, lazhet gantañ e wreg. Garwasket e voe unan eus e soudarded, ar c'habiten Onofrio Martani, hag a ziskulias e oad o steuiñ un irienn a-enep an dug. Harzet e voe kerent d'ar c'hont, hag un toullad noblañsed evel ar c'hont Orazio Simonetta hag e bried Barbara Sanseverino, Pio Torelli, kont Montechiarugolo, Gianfrancesco Sanvitale, Girolamo Sanvitale, Giambatista Masi ha kalz a re all. Holl e voent jahinet, hag anzav a rejont bezañ aozet muntrañ an dug hag e diegezh-holl e-pad un oferenn. Krediñ a reer e oa ijinet an irienn abalamour da Ranuccio da deurel e grabanoù war zouaroù an noblañsed tamallet.

Dibennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 4 a viz Mae 1612 ec'h embannas ar barner Filiberto Piosasco kondaonidigezh an holl dudjentiled, tamallet dezho bezañ graet un torfed a-enep meurdez an dug: diberc'hennet e oant diouzh o madoù, dibennet e oant da vezañ ha dibezhiet o c'horfoù. A-du gant an dibennañ ez eas an dug, a-enep ar boufonerezh avat. Lakaet e voent holl d'ar marv d'an 19 a viz Mae dirak un engroez tud a bigne darn anezho betek war an toennoù.

Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ranuccio a damallas dug Mantova, Ferdinando Gonzaga, da vezañ kemeret perzh ha da vezañ kinniget arc'hantda aozañ an irienn har re Malaspina. Gourdrouz a reas dug Mantova kemer an armoù a-enep ar re Farnese, met bec'h a roas diplomated ar pab Clemente VIII, re rouaned Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlo Emanuele di Savoia evit sioulaat an traoù.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Barzhoneg Torquato Tasso
  • Istor Barbara Sanseverino hag an irienn zo bet kontet gant Alfredo Zerbini en e varzhoneg istorel e rannyezh Parma (dialetto parmigiano) anvet La congiura di Feudatäri, embannet e 1947. Pevar-ugent sonedenn zo en oberenn, rannet e peder lodenn : I Feudatäri, La Congiura, Al Procèss ha La Gran Giustissia, ugent sonedenn e pep hini.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]