Barbara Gonzaga

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Barbara Gonzaga, pe Barbarina (1455 – 1503), a oa ur briñsez eus Mantova, deuet da vout dugez Württemberg.

Merc'h e oa da Ludovico III Gonzaga, markiz Mantova adal 1444 betek 1478, ha d'e bried Barbara von Brandenburg (1423–1481).

E 1474 e voe dimezet e Mantova da Eberhard V, Kont Württemberg lesanvet "ar Barveg", dug abaoe 1459 evel Eberhard Iañ, Dug Württemberg, war-lerc'h e vreur henañ Ludwig II Württemberg-Urach, kont Württemberg-Urach.

Goude an eured e vevas e kastell Urach. Goude feur-emglev Münsingen e 1482 e voe unvanet kontelezhioù Württemberg-Stoccarda ha Württemberg-Urach, hag e 1495 e teuas da vout kentañ dugez Württemberg.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab ebet n'he doe, hag he merc'hig nemeti a varvas en he c'havell.

Diwezh he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv he fried Eberhard e miz C'hwevrer 1496 e voe kemeret ar gurunenn gant e niz Eberhard II. Mervel a reas Barbara e Tübingen.

Kastell Urach, ma edo Barbara Gonzaga o chom.