Varvara von Engelhardt
Varvara von Engelhardt, pe Varvara Golitsyna (1757–1815), a oa ur gontez rus en XVIIIvet kantved. Evel he c'hoarezed Aleksandra von Engelhardt ha Yekaterina von Engelhardt e oa dimezell a enor e lez en impalaerez Katelin II. Eno e oa uhel o renk, ken e veze lavaret e oant hogos dugezed-meur, da lavarout eo eus tiegegezh an impalaerez, ha braverioù he lez.
O-zeir ivez e oant nizezed ha serc'hed d'ar priñs Grigory Potyomkin (1739-1791).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Wassily von Engelhardt ha d'e bried Marfa Yelena Potemkin, ur c'hoar d'ar priñs Grigory Potyomkin. E 1775, pa oa 23 bloaz, e voe kinniget e lez Rusia war un dro gant he femp c'hoar hag o breur. Dizesk ha diouizielk e oant en deroù, met buan e tapas gizioù al lez ken e oa deuet da vout unan eus plac'hed pouezus al lez.
Potemkin a roas dezho madoù e-leizh haga res da Gatelin II kemer anezhe evel dimezelled.
Serc'h e voe da Botemkin etre 1777 ha 1779. Echuiñ a reas o darempred pa zimezas d'ar priñs Sergey Golitsyn en 1779. Marteze eo hi a lakaas fin d'o darempred, goude orgediñ ouzh Golitsynn. Marteze ivez eo hec'h eotr an hini a oa tad d'he bugel kentañ. Gouzout a reer ez eas he mamm-gozh, Darja Potemkina, da ober trouz d'he mab abalamour da se .
Goude ma voe echu an darempred etrezi hag hec'h eontr e krogas ar priñs Potemkin da zaremprediñ he c'hoar Aleksandra. Hervez a veze lavaret e oa ur gaer a vaouez, ur veleganez plijus he doare, hag ur plac'h a benn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (sv) Simon Sebag Montefiore : Potemkin och Katarina den stora - en kejserlig förbindelse (2006)
-