Mont d’an endalc’had

Aleksandra von Engelhardt

Eus Wikipedia
Aleksandra von Engelhardt
Aleksandra von Engelhardt
Aleksandra von Engelhardt

Aleksandra von Engelhardt (1754-1838), anavezet ivez evel Sasjenka ha kontez Branicka, a oa ur gontez rus en XVIIIvet kantved. Nizez e oa, ha serc'h moarvat, d'ar ministr Grigory Potyomkin, ha dimezell a enor gant Katelin II.Unan eus an dud a bouez e lez Rusia e oa e-kerzh ren Katelin II. Ken uhel e oa he renk evel pa vije bet unan eus priñsezed tiegezh impalaerez Rusia.

Merc'h e oa da Wassily von Engelhardt ha da Marfa Yelena Potemkin, e bried, ha neuze nizez da Grigory Potyomkin, ministr an impalaerez.

E 1775 e voe kinniget Aleksandra von Engelhardt e lez Rusia, war un dro gant he femp c'hoar, ha dreist-holl Varvara (1752–1815) ha Yekaterina (1761–1829), hag he breur.

Dizesk ha diouiziek e oant holl da gentañ, met speredek ha youlek e oant, hag Aleksandra dreist he c'hoarezed, ha kenteliet e voent ha buan e voent e-touesk ar re enoret ar muiañ evel pa vijent bet izili eus tiegezh an impalaerez. Lavaret e veze e oant "hogos dugezed-meur" hag e oant bravigoù ha kinkladur lez Rusia.

Potemkin a roas dezho dowries bras hag a reas da Gatelin II kemer anezho evel dimezelled a enor. Kontet e veze e oant serc'hed o eontr, unan eus ar brudetañ teodadoù eus an amzer. E serc'h kentañ anezho e oa Varvara: pa zimezas-hi e 1779, eo Aleksandra, yaouankoc'hik, a gemeras he lec'h. Pa baouezas o darempred, e 1779 ivez, eo he c'hoar yaouankoc'h Jekaterina a eas da dommañ gwele an eontr, hag a reas c'hoazh bep an amzer goude dimeziñ betek marv ar priñs. Kement-se ne viras ket ouzh ar vignoniezh da badout etre Aleksandra ha Potemkin .

En 1781 e timezas Aleksandra von Engelhardt da Franciszek Ksawery Branicki. Graet e voe an dimeziñ evit kaout darempred e Pologn.

Aleksandra a oa troet gant an aferioù hag ampart. Milionoù a c'hounezas o werzhañ koad hag ed. Evurus e oa gant he fried. Eñ a zispigne he gwenneien hag a samme bernioù dle, ha hi a veze o c'hounit milionoù er c'heid-se hag a dremene war e lerc'h da baeañ.

En 1791 e c'hoantaas lakaat Potemkin da vezañ roue Pologn. E-kichen da se e voe brud e Pologn, e-pad meur a vloaz, edo Potemkin o klask lakaat he bugale da bennhêred kurunenn Pologn.

Ober a reas war-dro Potemkin keit ma oa klañv.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel he doe:

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Simon Sebag Montefiore : Potemkin (2006)
  • Marian Kukiel, Książę Adam, Warszawa 1993.
  • Henryk Mościcki, Aleksandra Branicka, w: Polski Słownik Biograficzny, t. II, Kraków 1936