Mont d’an endalc’had

Yekaterina von Engelhardt

Eus Wikipedia
Yekaterina von Engelhardt

Yekaterina von Engelhardt (Екатерина Васильевна Энгельгардт e ruseg) (1761–1829) a oa ur gontez rus en XVIIIvet kantved. Evel he c'hoarezed, Varvara von Engelhardt‎ hag Aleksandra von Engelhardt, e oa dimezell a enor e lez en impalaerez Katelin II. Eno e oa uhel o renk, ken e veze lavaret e oant hogos dugezed-meur, da lavarout eo eus tiegegezh an impalaerez, ha braverioù he lez.
O-zeir ivez e oant nizezed ha serc'hed d'ar priñs Grigory Potyomkin (1739-1791).


Merc'h e oa da Wassily von Engelhardt ha d'e bried Marfa Yelena Potemkin, ur c'hoar d'ar priñs Grigory Potyomkin.

E 1775, pa oa 23 bloaz, e voe kinniget e lez Rusia war un dro gant he femp c'hoar hag o breur.

Dizesk ha diouizielk e oant en deroù, met buan e tapas gizioù al lez ken e oa deuet da vout unan eus plac'hed pouezus al lez.

Dimezell a enor e voe adalek 1777. E-pad ur pennad e voe Bobrinskij, mab bastard an impalaerez Katelin II, oc'h ober al lez dezhi. He darempred gant hec'h eontr a grogas goude ma voe echu hini he c'hoar Aleksandra gantañ e 1779.

En 1780 ez eas da dremen un toullad mizioù war ar maez gant he c'hoar Varvara, ma soñjer e c'hanas bugel hec'h eontr. Goude-se e adkrogas o darempred bep an amzer betek fin e vuhez.

En 1781 e timezas d'ar c'hont Paul Martynovich Skavronsky, a varvas dek vloaz goude, e 1791. En 1798 ec'h addimezas, dre garantez, d'ar c'hont Giulio Litta.