Saozon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Saozez)

Ar Saozon zo ur bobl eus Bro-Saoz da gentañ penn, daoust ma’z eus aet lod anezho da vroioù all dre ar bed.

Dont a ra ar ger brezhonek "Saozon" eus anv ur boblad c’herman a veve gwechall e hanternoz Alamagn, ar Saksoned. Ul lodenn eus ar boblad-se a yeas da Enez Vreizh adalek dibenn ar Vvet kantved. Gant ar pobladoù german all aet da Enez Vreizh (Angled, Juted) ez eont da ober ar pezh a vez anvet Angled-ha-Saozon gant an istorourien. Gant an dud-se e veze komzet hensaozneg, ur yezh hag a zo orin ar saozneg a gomzer hiziv. Derc’hel a reer d’ober anv eus Angled-ha-Saozon, koulz e saozneg hag e yezhoù all evel ar galleg, evit ober anv eus an dud a vev e broioù saoznek, anvet e saozneg the Anglo-Saxon world.

Tra ma reer e brezhoneg, hag er yezhoù keltiek all, gant ur ger deveret eus "Sakson" evit envel pobl ha yezh Bro-Saoz, e reer e kalz yezhoù all gant ur ger deveret eus anv ur bobl all, an Angled. Dont a ra ar gerioù English, England, anglais, Angleterre eus ar ger-se.

E kembraeg e reer, er yezh komzet, gant ar gerioù Sais pe Saeson el liester, evit ober anv eus tud a gomz saozneg, ha pa vefent Kembreiz. Daoust ma ne blij ket kement-se d’ar Gembreiz na ouzont ket kembraeg, e kaver skouerioù eus an implij-se a-gozh er yezh, gant anv ar barzh Elidir Sais da skouer, un den a veve er Grennamzer (war-dro 1190 – war-dro 1240) hag a ouie saozneg.

E diavaez ar Rouantelezh Unanet e c’hoarvez alies, e meur a yezh, e vefe graet Saozon (Anglais ha kement zo), dre fazi, eus annezidi Breizh-Veur, pe e vefent Saozon, pe e vefent Skosiz pe c’hoazh Kembreiz.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Saozon er
wikeriadur, ar geriadur frank.