Bannoù-treset
Iskevrennad eus | visual artwork, oberenn lennegel, sequential art, narrative, illustrated work |
---|---|
Pleustret gant | aozer bannoù-treset, comics writer, penciller, comics creator, comics editor |
Ar bannoù-treset[1] pe bannoù treset[2] (a-wechoù diverret e BT), pe istorioù treset, zo un heuliad skeudennoù lakaet en ur bann, a zo ken tev hag un dek linennad skrivet, kinniget en un doare arzel da gontañ un istor dre dresadennoù, war un dro gant testennoù peurliesañ ivez. Embannet e vez ar bannoù treset e meur a zoare:
- e stumm ur bann hepken e kazetennoù zo,
- e stumm ur bajennad hepken,
- e stumm levrioù, a vez graet albomoù anezho.
Tud zo a ra an navvet arz eus ar sevel bannoù-treset, war-lerc'h ar 7 arz pennañ, hag ar sinema da eizhvet.
An navvet arz?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hag un arz eo sevel bannoù-treset ? Lod a lâr eo un arz peogwir eo kejadenn an tresañ hag ar c'hontañ en ur glask ur genedelezh bennak, pe efedoù zo da nebeutañ. Lod all a lâr eo kentoc'h ur media evel ar skinwel. Lod all c'hoazh a lâr ez eo an eil hag egile, un arz hag ur media war un dro.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh eo ar bannoù-treset ? Kaoz vras a vez da c'houzout kement-se, rak dizemglev a zo[3]. Daoust ha trawalc'h eo kontañ istorioù, evel a ra ar sinema, evit bezañ lennegezh ?
Un arz lies e stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ar pezh a vez anvet e galleg ar bande dessinée ur c'henderc'had hollvedel. Er bed saoznek e vez kaoz eus comics pe comic strip pe cartoon pe graphic novel hag a zo danevelloù skeudennet hir a-walc'h war n'eus forzh peseurt tem. Un afer european eo ar bandes-dessinées ha p'eo ar Suis Rodolphe Töpffer a greder bezañ bet an hini en deus lakaet asambles skeudennoù ha testennoù. Met er gelaouenn gristen evit ar yaouankiz belgiat Petits belges embannet war-dro 1920 e voe dispaket ar c'hentañ bannoù-treset gant ur glogorenn e-lec'h ma skriver komzoù an tudennoù treset. Japaniz o deus bannoù-treset a reer manga eus outo.
Anvioù disheñvel evit ur memes arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dachenn sevenadurel saoznek e veze komzet eta eus comics ("farsus") pe c'hoazh funnies ("fentus"). Er bloavezhioù 1980 o doa ar Saozon roet daou anv all evit kuitaat ar c’heriaoueg skañv : Graphic Novel ("roman grafiket") ha Sequential art ("arz sekañsel").
En italianeg e vez graet Fumetti eus ar bannoù treset ("mogedennoù").
E kastilhaneg eo anv ar gazetenn gentañ he doa embannet bannoù treset e Spagn (TBO, 1917) hag en deus roet e anv d'ar bannnoù treset : Tebeos, met komzet e vez ivez kalz eus historietas ("istorioù berr").
E portugaleg Brazil e vo komzet eus Historia em quadrinhos ("istorioù e taolennoù bihan"), pa vo komzet kentoc'h eus bandas desenhadas er Portugal.
E japaneg e vez anvet ar bannoù treset manga ("skeudennoù da c'hoarzhin").
E sinaeg e vez komzet eus lihuanhua ("skeudennoù chadennet") hag a-wechoù eus Manhua.
E koreeg e vez komzet eus Manhwa.
Er broioù skandinaviat e talvez ar gêr Tegneserie (Norvegia) pe Tecknad serie (Sveden) kement ha "heuliad tresadennoù".
Er broioù gallek, ouzhpenn an dro lavar "bande dessinée", e veze komzet eus "illustrés" (levrioù skeudennet) pe c'hoazh eus "Petits Mickeys", gerioù tennet eus geriaoueg ar vugale.
Istor ar bannoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet e oa war wel ar bannoù-treset e Suis er bloavezhioù 1830 gant albomoù Rodolphe Töpffer. Skrivañ a reas Histoire de Monsieur Vieux-Bois (embannet e 1837). Pep a bajenn gant tresadennoù a zispake an destenn a-us. Skignet e oa er bed-holl e-pad an XIXvet kantved dre hebioù kelaouennoù hag er c'hazetennoù flemmganus. Brudet e oa e fin ar c'hantved-se er c'hazetennoù amerikan e stumm ar c'homic strip.
E penn-kentañ an XXvet kantved e Bro-C'hall ec'h embannas Christophe Les aventures du sapeur Camenber, meur a istor fentus berr kontet dre skeudennoù ha dre an destenn a-is. Graet e veze seurt produioù evit ar vugale, rak ne grede ket an dud en oad e oa dereat "lenn" levrioù skeudennet. Pa'z embannas ur beleg belgiat ar gelaouenn "Petits belges" e klaskas reneveziñ ar bannoù-treset.
Er Stadoù-Unanet, e penn ar wask evit ar vugale dre hebioù kelaouennoù arbennik adalek ar bloavezhioù 1930, ar bannoù treset a douch muioc'h mui ar grennarded hag an oadourien gant ar comic book hag ar strip eus ar c'hentañ.
E Belgia, pelloc'h e oa krouet ar Petit Vingtième, ur gelaouenn gristen evit ar yaouankiz hag e tegemeras labour Georges Rémi a rae gant Hergé evit e anv-pluenn. Hemañ a ijinas un istor gant ur c'helaouenner yaouank oc'h ober ur veaj en Unvaniezh soviedel. Pal an oberour koulz hag hini rener kristen ar gealouenn a oa pismigañ ar gomunouriezh a rene buhez ar riez nevez. Berzh a reas an istor hag e voe embannet e 1930 en ul levr distag, Tintin e bro ar soviedoù. Kroget e oa bet "Troioù-kaer Tintin".
Padal e oa bet enporzhiet en Europa ar comic strips amerikan hag ar Journal de Mickey a embanne darn anezho e galleg. Pa rene e reuz an Eil Brezel-bed e oa difennet gwerzhañ ar produioù amerikan ha diouzh-se e reas an dreserien velgiat berzh bras e Bro-C'hall hag e Belgia. Er gelaouenn velgiat Bravo e voe gwelet kentañ oberennoù Jacobs, Jacques Laudy, Raymond Reding, Albert Uderzo ha Willy Vandersteen.
Spirou magazine, krouet e Belgia just a-raok ar brezel a oa berzet a-brantadoù gant an nazied, met e talc'has da chom bev hag e voe embannet un dastumad levrioù bannoù-treset pa echuas ar brezel e 1944.
Er bloavezhioù 1950 eo dispaket da vat an embann bannoù-treset e Japan gant berzh labour Osamu Tezuka da skouer.
Er bloavezhioù 1960 e kuitaas ar bannoù-treset marc'had an embann evit ar vugale. Krouidigezhioù Jean-Claude Forest, eus al luskad Gegika ha d'an underground amerikan o doa lakaet kalz a dud d'en em soñjal war traoù zo, ar pezh en doa degaset ar c'hentañ diskour abegus. Er bloavezhioù 1970 e oa bet kendalc'het an arnoderezhioù adreñv Moebius. M'emañ ar rummadoù dudiamant klasel e penn ar marc'had hiziv c'hoazh, ar bannoù-treset o deus ergerzhet an holl tachennoù liammet ouzh an arzoù danevelliñ all abaoe ar bloavezhioù 1980. Deuet da vezañ anavezet a-benn ar fin, memes m'eo bet gorrek an anaoudegezh-se evel ma klemm an dud a bled gant ar bannoù-treset.
Bannoù-treset e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannoù-treset zo a oa bet savet e brezhoneg end eeun, met n'int ket stank avat.
Levrioù bannoù-treset bet savet war eeun e brezhoneg :
- Fri Korloko gant Tudu, embannet gant Al Liamm, 1975 ; 40 pajenn, gwenn ha du.
- Kanfarted ebatus Kervreugeud Ur saga Pagan gant Ludik, embannet gant Komz hag arz breizhek evel stagadenn da niverenn 8 Yod-Kerc'h, 1976 ; 35 pajenn, gwenn ha du.
- Koumanant echu gant Gwendal ha Tudu, embannet gant Al Lanv, 1982 ; 48 pajenn, gwenn ha du.
- Teñzor an Enezenn Yann-Fañch Jacq ha Laurent Escudie, embannet gant Keit Vimp Beo, 1984 ; 48 pajenn, gwenn ha du.
- Hiwell, an harluad gant Jord ar Meur, embannet gant Keit Vimp Beo, 1985 ; 48 pajenn, gwenn ha du.
- Loupig a ra tro ar bed gant Divi hag Erwan Kervella, embannet gant An Here evel stagadenn da niverenn 35 Cholori, 1986 ; 86 pajenn, gwenn ha du.
- Kala-Mae gant Erwan Kervella ha Tudu, embannet gant Al Lanv, 1987 ; 48 pajenn, gwenn ha du.
- Klaskerien-vara ar Pardonioù gant Yann-Vikael Lichou, embannet gant Keit Vimp Bev, 1989 ; 50 pajenn.
- Ar Skarzherien gant Erwan Le Saëc, embannet gant Keit Vimp Bev, 1990 : 48 pajenn, gwenn ha du.
- Koñchennoù Ael Niv.1, Emgarantez pe karantez gant Malo ar Menn, embannet gant BZH5, 2006 ; 32 bajenn, gwenn ha du.
- Barzhaz an Naon du gant Erwan Hupel, embannet gant Al Liamm, 2009 ; 32 bajenn, gwenn ha du.
Muioc'h a gaver a zo bet troet eus ur yezh all, ar galleg peurliesañ.
Gwelout ar pennad gouestlet d'ar bannoù-treset troet e brezhoneg.
Bannoù-treset brezhonek, troidigezhioù anezho pe get, a vez kavet e kelaouennoù zo, e Rouzig ha Louarnig embannet gant Keit Vimp Bev da skouer. Danvez pennañ ar gelaouenn Meuriad e oa zoken. Er c'helaouennoù Ya ! ha ♯brezhoneg e kaver bannoù-treset brezhonek ingal. E meur a gelaouenn all e veze kavet bannoù-treset brezhonek evel Cholori, Talabao, Evit ar brezhoneg, Yod-Kerc'h, Hadenn ar Vro, Laezh Riboul...
El lec'hienn Skrabidoull e vez kinniget bannoù-treset brezhonek ingal, troet diwar yezhoù all pe get.
Breizh hag ar broioù keltiek er bannoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz bannoù-treset o deus Breizh pe ur vro geltiek bennak da zanvez pe da leurenn. En ti embann Soleil ez eus un dastumad anvet "Celtic" zoken.
Gwelout ar pennad "Breizh hag ar broioù keltiek er bannoù-treset".
Festivalioù ha mirdioù bannoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brud zo war daou anezho dreist-holl :
- Quai des Bulles e Sant-Maloù, brasañ festival e Breizh, e miz Here
- Festival bannoù-treset Perroz-Gireg e miz Ebrel
Festivalioù all a kaver b'ar vro :
- Deizioù ar bannoù-treset Rodent, festival koshañ ar bannoù-treset e Breizh
- "Les Crayonantes" er Manufacture e Naoned e miz Kerzu,
- Bulles en Fureur e Roazhon,
- Festival Brieg ar Bannoù-treset hag ar Bladenn,
- Festival Bannoù-treset "Partage ta bulle" e Gweltaz-Lambrizig,
- "La Bulle-Escoublac" er Baol-Skoubleg,
- ur festival bannoù-treset er greizenn Atlantis e Naoned.
E Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Festival etrebroadel bannoù-treset Angoulême, festival brasañ Europa,
- Festival etrebroadel bannoù-treset Chambéry,
- Japan Expo e Pariz.
E Belgia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mirdi ar Bannoù-treset ha Mirdi Tintin e Brusel.
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- comic
- albom bannoù-treset
- kelaouenn bannoù-treset
- fanzin
- roll bannoù-treset pennañ
- roll aozerien bannoù-treset
- roll harozed bannoù-treset
- roll an tiez-embann bannoù-treset
- tresadenn-vev
- sinema bevaat
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur an Here hag Ofis ar brezhoneg
- ↑ geriadur Roparz Hemon-Ronan Huon ha geriadur Martial Ménard
- ↑ http://plus.franceculture.fr/partenaires/nantes/la-bande-dessinee-est-ce-un-genre-litteraire