Apelles Kos

Eus Wikipedia
Murlivadur eus Pompeii a vije bet savet diwar ul livadur gant Apelles, Venus Anadyomene, degaset eus Hellaz da Roma gant Augustus .
Marelladur adsavet eus emgann Issus diwar ul livadur a greder e oa diwar zorn Apelles pe Philoxenos of Eretria kavet e ti ar Faun e Pompeii.

Apelles, pe Apelles Kos, a oa brudetañ livour Hellaz en Henamzer er IVvet kantved kent JK.

Hervez skridoù Plinius an Henañ hag Ovidius e vije ganet e Kos e 352 kent JK. Koulskoude, hervez ar Souda, e vije e Kolofon. Ne chom oberenn ebet diwar e zorn, met anaout a reer deskrivadurioù darn anezho.

Mojennoù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alesant Veur ha Kampaspe e stal-labour Apelles, livet gant Giovanni Battista Tiepolo.

Gant Plinius an Henañ eo bet kontet gweladenn Alesant Veur e stal-labour Apelles[1]. Alesant, un deiz, a welas poltred e serc'h Kampaspe hag a gomprenas e oa orgedet an arzour outi. E-lec'h fuloriñ – troet e oa da gonnariñ buan – ez eas da welout an arzour hag e roas e serc'h da Apelles.

Alesant, a soñje gantañ e oa un doue, a gare Apelles hag e arz kement ken e c'houzañvas taolioù all digant al livour hep sevel e vouezh. Reiñ a rae an arzour da gompren da Alesant e komze ar soudard anezhañ a-hed hag a-dreuz eus liverezh, ma c'hoarzhe gantañ e eilerien a veze o prientiñ al livaj.

Hogozik kement tra a zo anavezet diwar-benn Apelles a zeu eus skrid meur Plinius an Henañ, e Naturalis Historia (35.36.79-97 ha passim): kanañ e veuleudi a reas ar Roman, ouzh e genveriañ gant livourien all en e raok ha re all deuet war e lerc'h. Hervezañ e oa kempred Apelles gant ar 112vet Olimpiadeg (332-329 kent JK), abalamour moarvat m'en devoa graet poltred Alesant Veur .

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moarvat e oa ganet e Kolofon en Ionia. Da gentañ e studias gant Ephoros, eus Efesos, met pa voe deuet un tamm brud dezhañ ez eas da studiañ gant Pamphilos e Sicyon (N.H. 35.36.75). Evel-se eo, a lavarer, e rae war un dro gant an doare koant ioniat hag an hini pervezh doriat. Sachet e voe da lez Makedonia gant ar roue Fulup II, hag eno e livas ar roue hag e vab Alesant ha berzh a reas kement ken e voe anavezet evel livour lez Makedonia.

Ampart e oa da ober poltredoù, hag un istor zo bet kontet diwar e benn hag hini Ptolemaios Iañ Sôter. Hennezh a oa bet ur jeneral da Alesant Veur ha ne gare ket Apelles pa oant o-daou e servij Alesant. Meur a vloaz diwezhatoc'h, p'edo Apelles o veajiñ war vor, e savas ur barrad gwallamzer ken e rankas lestr an arzour aochañ e rouantelezh Egipt ma rene Ptolemaios eno.

Farouell Ptolemaios a voe lakaet gant enebourien Apelles da gas d'al livour ur falskouviadenn da goaniañ gant ar roue. Pa erruas Apelles da goaniañ e savas fulor er roue. Goulenn a reas Ptolemaios gant piv e oa bet lavaret dezhañ e oa kouviet, ha setu Apelles da gemer un tamm glaou-koad diwar an oaled ha da dresañ ur poltred ouzh ar voger, ma voe anavezet gant ar roue kerkent hag al linennoù kentañ e oa e farouell an hini e oa ar c'houvier.

Bevañ a rae Apelles en amzer Protogenes, ha kontañ a ra Plinius un tamm istor, brudet en e amzer, diwar-benn beaj Apelles da Rodos da welout Protogenes, al livour-se en doa klevet anv anezhañ. Pa erruas en e stal-labour ne gavas Apelles nemet ur wrac'h a lavaras dezhañ e oa aet Protogenes d'ober un dro hag a c'houlennas digantañ piv e oa evit gallout en lavarout da vestr an ti. Pa welas Apelles ur plankenn a oa bet prientet gant mestr an ti a-benn e livañ e kemeras ur broust hag e lavaras d'ar vatezh kontañ d'he mestr Protogenes "eo ganin eo bet graet kement-mañ", hag e reas ul linennad liv a-dreuz d'ar plankenn. Pa zistroas Protogenes ha pa gontas ar wrac'h dezhañ petra a oa c'hoarvezet e sellas ouzh al linenn hag e lavaras: "N'eus nemet Apelles a vije gouest d'ober kemend-all". Ha Protogenes neuze da lakaat ul liv all ouzh ar broust, ha d'ober ul linenn all a-us d'an hini gentañ, ha da c'houlenn digant e vatezh diskouez anezhi d'ar gweladenner ma tistroe. Pa zistroas Apelles ha pa voe diskouezet dezhañ respont Protogenes, en devoe mezho kavout ul linenn graet gwelloc'h eget e hini, ma reas ul linenn all c'hoazh, en ul liv all, etre an div linenn gentañ, hep lezel tamm lec'h ebet etrezo o-div. Neuze ec'h anzavas Protogenes e oa trec'h Apelles dezhañ, hag ez eas d'en kerc'hat da gaozeal gantañ tal-ouzh-tal[2].

War a veze lavaret edo Appelles o labourat war-dro ur poltred da Afrodite Kos pa varvas, ma vanas diechu an daolenn rak ne gaved den barrek a-walc'h da genderc'hel gant e labour.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampaspe noazh dirak Apelles gant Auguste Ottin (1883). Delwenn ouzh tu hanternoz ar porzh anvet Cour Carrée e Mirdi al Louvre e Pariz.

E-touez oberennoù kollet Apelles (n'eus deuet hini betek ennomp) e oa:

Falstamallidigezh Apelles, gant Sandro Boticelli.
  • Ur pezh pikol taolenn diwar-benn ar Falstamall, a voe awenet gantañ

Sandro Botticelli pa livas Falstamallidigezh Apelles.

Un toullad eus e livadurioù a voe tapet da gas da Roma.

Etre istor ha mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aner eo klask empentiñ doare-livañ un arzour ha ne chom oberenn ebet war e lerc'h. Ur bern istorioù zo bet kontet diwar-benn Apelles, pe gwir pe get, hag hendraourien zo bet o klask gouzout pegement a wirionez a oa enne.

A-hervez e roe kalz a bouez d'an tresañ trolinennoù hag ec'h embrege ken alies ha bemdez. Brudet eo e weladenn da di Protogenes, hag ar c'hevezerezh a veze etreze o-daou da c'houzout pehini anezhe a drese al linenn eeunañ.

Al livourien hag Apelles Kos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver al livioù implijet gant al livourien zo kemmet kalz aboae amzer Apelles. En e amzer n'anavezed nemet pevar liv: gwenn, melen, ruz, ha du. Diwezhatoc'h eo e voe kavet ar gwer, mouk, ha glas .

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Plinius an Henañ, Istor Naturel , Levrenn XXXV, 81-83
  2. Guillaume Apollinaire en deus adkontet an istor en e arnodskrid "On the Subject of Modern Painting", embannet e Les Soirées de Paris, C'hwevrer 1912. Skouerioù heñvel all zo, evel kelc'h Giotto, graet gant an dorn, krank Chuang-tzu, prientet e-pad dek vloaz, ha treset en un taol hep sevel e vroust diwar ar paper.
  3. Athenaeus. Deipnosophistae. Book XIII Diwar-benn ar Merc'hed.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]