Mont d’an endalc’had

Falstamallidigezh Apelles (Botticelli)

Eus Wikipedia
Falstamallidigezh Apelles
Sandro Botticelli, 1494-1495
Tempera war goad
62 × 91 cm
Uffizi
Firenze
Italia

Falstamallidigezh Apelles (La Calunnia di Apelle en italianeg) zo un daolenn graet gant al livour italian Sandro Botticelli war-dro 1494-1495, hag a voe awenet gant Apelles, livour hellazat meur ar IVvet kantvet kent JK. Emañ an oberenn war ziskouez e Mirdi an Ofisoù e Firenze.

Savet eo bet an oberenn evit Antonio Segni. Dont a ra danvez al livadur eus un oberenn brudet gant an arzour hellazat Apelles, deskrivet gant Lukian Samosata e Pedervet Levrenn an eizh a ya d'ober an holl oberenn gantañ a zo deuet betek ennomp. Graet e voe e daolenn gant Apelles abalamour ma voe falstamallet gant un enebour anvet Antifilos, dirak ar roue hegredik Ptolemaios Iañ Sôter a rene neuze en Egipt. Lavarout a reas edo Apelles o kemer perzh en un irienn. Goude da Apelles prouiñ e oa digablus e savas an daolenn-se gant ar gonnar hag an droug ouzh e enebour.

Botticelli hag Apelles

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dedennet e oa Botticelli gant al livour hellazat, hag an taolennoù savet gantañ hag a zo aet da goll, an holl anezho. Ur skouer a gement-se eo ar Gwener o tiflukañ eus an dour, danvez meret gant kalzik a livourien e marevezh an Azginivelezh . Adkavout a reomp Gwener amañ en tu kleiz pellañ d'an daolenn, o c'houlenn barn an neñv gant he biz er vann.

Morc'hed
Ar roue

Morc'hed zo ur vaouez kozh, o sellout eeun ouzh Gwirionez en he noazh. Diazezet eo ar wirionez war skeudenn glasel Afrodite Knidos kenkoulz evel war ar Gwenered livet gantañ.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]