Ptolemaios I Sôter

Eus Wikipedia
Ptolemaios Iañ Sôter, hervez un delwenn e Mirdi al Louvre.
  • ██ Rouantelezh Ptoleme Iañ Soter
  • diadochi all:
  • ██ Rouantelezh Cassander
  • ██ RouantelezhLysimachus
  • ██ Rouantelezh Seleucus I Nicator
  • ██ Epirus
  • Other
  • ██ Kartada
  • ██  Roma gozh
  • ██ Trevadennoù hellazat
  • Ptoleme Soter, pe Ptolemaios Iañ Sôter (Πτολεμαῖος Σωτήρ, Ptolemaĩos Sōtḗr e gregach), ganet en -367 e Makedonia, marvet en -283, a oa ur jeneral hellazat gant Alesant Veur, hag unan eus an diadoked. Satrap Egipt e voe, ha faraon goude marv Alesant. Brudet eo da vezañ savet Levraoueg Alexandria.

    Mab e oa da Lagos met hervez Paosanias e vije ur mab bastard da Fulup II, tad Alesant Veur, Lagos n'en dije graet nemet reiñ e anv d'ur bugel graet gant e roue.
    Mignon e oa da Alesant abaoe o bugaleaj, ha dont a reas da vout unan eus ar Somatofilaked, gwarded ar roue, ha kenlabourer tost dezhañ. Ouzhpenn bezañ mignon d'ar roue e oa ur soudard a dalvoudegezh.

    Pa varvas Alesant e voe anvet da satrap Egipt, en anv ar rouaned Fulup III hag Alesant IV.

    Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dimeziñ a reas peder gwech:

    • da gentañ da serc'h Alesant, Tais, ha tri bugel o doe: daou vab, hag ur verc'h hag a zimezas da roue Kiprenez, Eunoste.
    • en 324, war urzh Alesant, da Artakama, merc'h d'ar satrap Artabazus, e-pad euredoù Susa
    • en -321 da Eurydice, merc'h da Antipater, hag ur mab o doe, Ptolemaios Keraunos (lesanvet « an taran» abalamour d'e demz-spered feuls), ha div verc'h, Ptolemais ha Lysandra
    • entre -316 et -310, ur servijourez da Eurydice, Berenike, a roas pevar bugel dezhañ :