Mont d’an endalc’had

Euredoù Susa

Eus Wikipedia
Euredoù Alesant Veur hag e ofiserien e Susa, hervez un engravadur eus an XIXvet kantved.
Euredoù Stateira II da Alesant Veur, roue Makedonia ha hini he c'hoar, Drypteis, da Hephaestion e Susa e 324 kent JK, hervez un engravadur eus an XIXvet kantved.


Euredoù Susa zo euredoù a voe aozet gant Alesant Makedonia e 324 kent JK ha lidet war an ton bras e Susa, e Pers, e-pad pemp devezh.

Fellout a rae moarvat da Alesant unaniñ pobloù Makedonia ha Pers pa gemeras gwreg e-touez ar Persezed, ha pa lakaas e ofiserien d'ober eveltañ gant maouezed pers all. Dimezet e oa Alesant da Roxana dija, met aotre a oa da gaout meur a wreg hervez gizioù Makedonia ha Pers. Dimeziñ a reas da Stateira (a vez lavaret Barsine anezhi, met n'eo ket ar Barsine a oa gwreg da Memnon), merc'h henañ ar roue Darius, hag ivez, gouez da Aristobulus Kassandreia, d'ur vaouez all ouzhpenn, Parysatis, merc'h yaouankañ ar roue kent, Artaxerxes III Pers.
Da Hephaestion e roas Drypetis, merc'h ivez d'ar roue Darius, ha c'hoar d'e bried nevez, rak fellout a rae dezhañ kaout bugale Hephaestion da nized.
Da Seleucus e roas merc'h Spitamenes, a oa eus Baktria (evel e wreg kentañ Roxana), ha d'e gompagnuned all, merc'hed uhelidi all, Meded pe Bersed, moarvat.

Pevar-ugent a oa anezho en holl.

Lidet e voe an euredoù en doare pers. Kadorioù a oa lakaet evit ar wazed nevez hervez o renk. Goude ar banneoù a enor e teuas ar plac'hed nevez da azezañ e-kichen o gwazed a gemeras o dorn da bokat dezhe.

Ar roue Alesant a voe dimezet da gentañ, rak pep eured a voe graet en hevelep doare, ha diskouez a reas evel-se bezañ tost d'e gompagnuned ofiserien. Goude ez eas ar wazed gant pep a wreg d'ar gêr. Da bep hini e voe roet douaroù gant Alesant. Urzh a roas ar roue ma vije dastumet anvioù gwazed Makedonia a oa dimezet da verc'hed Pers ha kavet e voe e oa un 10 000 anezhe. D'an holl re-se e roas profoù.
Dre zimeziñ merc'hed Darius hag Artaxerxes en em lakae Alesant da Bers evelte, hag e kreñvae e harpoù. Gallout a rae lavarout e oa mab ha hêr reizh d'an daou roue pers. Ouzhpenn-se en doa c'hoant da enoriñ Hephaestion ha d'ober ur breur-kaer anezhañ.