Roxana, gwreg Alesant Veur
Roxana (Ῥωξάνη / Rôxánê e gregach, eus an henberseg Roshanak pe Roshaniâ « an hini skedus » pe « steredennig»), ganet war-dro 345 – marvet e 310 kent JK, a oa pried kentañ Alesant Veur.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa Roxana d'ar satrap Oxyartes, eus Balkh, a zo ur gêr eus hanternoz Afganistan hiriv, neuze e Baktria, ur vro en Impalaeriezh Pers.
En 327 e oa 16 vloaz pa voe tapet gant soudarded Alesant a oa oc'h aloubiñ Sogdiana, ma oa repuet pried Oxyartes hag e verc'hed. Lavarout a raeas tud Makedonia, ouzh he gwelout, n'o devoa ket gwelet plac'h ken brav evelti en Azia, abaoe Stateira, gwreg ar roue Darios III, marvet ur pemp bloaz kent (war-dro 332). Ken kaer e e voe kavet gant Alesant ma fellas dezhañ dimeziñ dezhi, hag a reas hervez al liderezh pers.
Pa voe klevet ar c'heloù gant an tad Oxiartes ez eas da godianañ. Sogdiana a oa ar satrapiezh diwezhañ e Pers o kouezhañ etre daouarn roue Makedonia. Un doare da ober ar peoc'h etre roue Makedonia ha satraped Baktria e voe an eured eta. Daoust da se, hervez ar skridoù kozh, e vage Alesant karantez ouzh e bried yaouank.
E 326 ez eas Roxana gantañ da aloubiñ Indez .
Moarvat ne blijas ket dezhi euredoù Susa e 324, pa gemeras Alesant div wreg all en un taol.
Goude marv Alesant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Alesant e Babilona, e 323, pevar bloaz goude e eured. Dougerez e oa Roxana avat ha genel a eure ur mab dalif, Alesant IV Makedonia, pe Alesant Aigos.
Tapet e voe Roxana hag he mab e-barzh an itrikoù ha gwidreoù a steue an diadoked p'edo Impalaeriezh Makedonia Alesant o kouezhañ en he foull goude marv ar roue.
Er memes bloaz, e voe pedet Stateira, merc'h d'ar roue Darius III hag eil pried Alesant, hag he c'hoar ganti, gant Roxana da zont d'he zi.
Eno e voent lazhet gant Roxana, skoazellet gant ar jeneral Perdikas, evit lakaat he mab da vezañ anavezet evel hêr d'ar roue hag anvet Alesant IV Makedonia.
Lazhañ a reas ivez pe Drypteis (Pl. Alex. 77.4), c'hoar Stateira, pe Parysatis II, trede pried Alesant.
Emglev a reas neuze gant ar rouanez-mamm Olympias a-enep Fulup III Makedonia (pe Fulup III Arrhidée) hag Euridike. Goude e klaskas gwarez Polyperchon, a oa deuet da gemer lec'h Antipater e penn Rouantelezh Makedonia.
Gant he mab ez eas da repuiñ da gêr Pydna pan erruas Kassandros Makedonia, mab Antipater, e penn un arme. Goude ma voe kemeret kêr ha lazhet Olympias en 317, e voe kraouiet Roxana en Amphipolis.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Kassandros e voe lakaet d'ar marv war un dro gant he mab en 310.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alexander in Babylon: romant alamanek gant Jakob Wassermann (1905).
Roxana a zo lakaet ivez da dudenn e meur a romant istorel saoznek:
- The Romance of Alexander and Roxana, gant Marshall Monroe Kirkman, 1909, 2010, ISBN 978-1-16001995-8.
- A Conspiracy of Women gant Aubrey Menen, 1965.
- Persian Boy gant Mary Renault, 1972, ISBN 0-394-48191-7. Renault a ra Roxane anezhi.
- Funeral Games gant Mary Renault, 1981, ISBN 0-394-52068-8. Renault a ra Roxane anezhi.
- Alexander: The Ends of the Earth by Valerio Massimo Manfredi, 2002, ISBN 978-0-74343438-6.
- Roxana Romance by A. J. Cave, 2008, ISBN 978-0-98020610-4, eBook ISBN 978-0-98020611-1.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hochzeit des Alexander und der Roxane: murlivadur gant Il Sodoma er Villa Farnesina en Roma (ca. 1516–17)
- Alexander krönt Roxane gant Pieter Paul Rubens: taolenn e Schloss Wörlitz
- Alexander und Roxane von Pietro Antonio Rotari: taolenn e Mirdi ar Peniti en Sankt-Peterbourg (1756)
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alessandro: barrez gant Gasparo Angiolini ha Christoph Willibald Gluck (1764)
- Alexandre et Roxane, c'hoarigan gallek gant Wolfgang Amadeus Mozart e 1778.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er film Alexander sevenet gant Oliver Stone e 2004.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roxana hervez an Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology gant Charles Smith e 1867.