Kleitos an Du

Eus Wikipedia
Ur pennad Kleitos zo ivez.
Alesant Veur o lazhañ Kleitos an Du, gant Daniël de Blieck.

Kleitos an Du ( Κλεῖτος ὁ μέλας / Kleitos o Melas e gregach; war-dro -375 — -328) a oa un ofiser eus falanks Makedonia, dindan Alesant Veur. Mab e oa da z-Dropidas ha breur e oa da vagerez Alesant, anvet Lanike.

Saveteiñ a reas buhez Alesant en emgann Granicus e -334, pa droc'has gant e gleze brec'h Espitridrates, satrap Lidia, a oa o vont da lazhañ ar roue.

E -331, en emgann Arbela e kase ar varc'hergerien e kostez dehoù an arme.

E -330, pa voe rannet an hetaired (ἑταῖροι) etre div rannarme e voe anvet daou zen e pep rann anezho: Hefaestion ha Kleitos an Du.

Lazhet e voe gant ar roue, meur a vloaz goude, en un tabut mezvierien.