Lukian
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Lukian a zo un anv-badez brezhonek, pe gentoc'h stumm brezhonekaet an anv-badez gallek Lucien.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra eus an anv gregach Λουκιανός (Loukianos), a zo bet latinaet e Lucianus.
Anavezet eo evel anv ar skrivagner hellazat Lukian Samosata (125-192).
E-touez ar re o deus troet o raganvioù gant Lukian e vez kavet :
- Lukian Kergoat (1948- ), kelenner ha skrivagner brezhoneg
- Lukian Tangi, skrivagner brezhoneg, sinet gantañ ul levrad danevelloù embannet gant Al Liamm
- Lukian Raoul, kelaouenner ha skrivagner brezhoneg (1932-2009)
Daou sant, reizhkredennour ha katolik, a zo anavezet :
- Sant Lukian merzheriet war un dro gant Sant Markian e Nikomedia er pevare kantved.
- Ar gwenvidig Lukian Antiokeia, beleg en Antiokeia merzheriet e 312. Gouel 08-01
- Sant Lukian Beauvais, a vije bet eskob kentañ Beauvais en [[3vet kantved]]
Sellet ivez ouzh Lusian, ur stumm all da Lukian.