Afrodite Anadyomene
Afrodite anadyomene ("Afrodite deuet e-maez an dour") eo mojenn ganedigezh an doueez en dour, livet gant arzourien evel Sandro Botticelli (1445-1510) e Ganedigezh Gwener.
Ar c'hentañ livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Afrodite anadyomene a oa ur murlivadur brudet e Pompei, savet diwar unan kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur Apelles evit doare, hag a zo aet da get pell zo.
Diwar livadur Pompei a-raok ma voe peurzistrujet eo bet graet ar skeudenn a weler amañ.
Meneg eus livadur Apelles zo el levr Naturalis historiae gant Plinius Kozh, a gont e voe implijet Kampaspe, ur serc'h da Alesant Veur, evel patrom. Hervez Athenaeus e oa bet awenet al livour gant istor Frine, un hetaira brudet eus Hellaz, a yae da neuñvial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel Eleusis.
Degaset e voe livadur Apelles eus Hellaz da Roma gant Augustus, met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant Augustus benniget e eñvor e bez Julius Caesar e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud.
[1]
Arouezioù reizhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn e savas Kronos a-enep e dad Ouranos, an oabl, hag e spazhas anezhañ hag e taolas e zivgell er mor, ma teuas sperius an eon-mor. Merc'h an oabl hag ar mor eo Afrodite eta.
En amzer an Azginivelezh ha war-lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar XVvet kantved e savas c'hoant d'an arzourien, goude lenn ar pezh a skrivas Plinius, da geveziñ gant Apelles ha d'ober gwelloc'h ma c'hallent ; meur a Venus anadyomene a voe livet neuze :
- hini Sandro Botticelli, Ganedigezh Gwener, a c'haller gwelout e Mirdi an Ofisoù e Firenze ;
- ur Venus anadyomene all a zo un izelvos gant Antonio Lombardo eus Wilton House (Victoria and Albert Museum, Londrez) ;
- Venus anadiomene, ul livadur gant Tizian war-dro 1525, prenet gant National Gallery of Scotland, Dinedin, e 2003 goude ma veze prestet abaoe pell gant dug Sutherland.
Livadur Alexandre Cabanel (1823-1889), Ganedigezh Gwener a oa bet diskouezet e 1863 e Salon Pariz ha prenet gant Napoleon III evitañ e-unan.
E 1879 e voe echuet livadur William-Adolphe Bouguereau.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Tizian, 1525
-
Alexandre Cabanel, 1863
-
William Bouguereau, 1879
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vénus Anadyomène a zo anv ur varzhoneg c'hallek gant Arthur Rimbaud.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Venus Anadyomene, Roman villa of Petit-Corbin, Gironde (Musée du Louvre)
- Antonio Lombardo, Venus Anadyomene
- Venus Anadyomene, National Gallery of Art
- Arthur Rimbaud, "Vénus Anadyomène"
- Pablo Picasso : Demoiselles d'Avignon
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Plinius Kozh, Naturalis historiae xxxv.91 : Venerem exeuntem e mari divus Agustus dicavit in delubro patris Caesaris, quae anadyomene vocatur, versibus Graecis tantopere dum laudatur, aevis victa, sed inlustrata.