Ganedigezh Gwener (Botticelli)

Eus Wikipedia
Ganedigezh Gwener,1484

Ganedigezh Gwener, pe La Nascita di Venere en italianeg, zo un daolenn gant Sandro Botticelli, ma weler an doueez Gwener o tiflukañ eus ar mor.

Simonetta Vespucci‎, kaerañ plac'h Firenze hervez ar vrud, eo a zo Gwener en daolenn.

Savet eo bet an oberenn etre 1482 ha 1486, marteze evit Lorenzo di Pierfrancesco de’ Medici, kenderv da Lorenzo il Magnifico. Hennezh a oa, d’ar mare-se, perc’henn ar villa di Castello ma oa “Ganedigezh Gwener” hag “An Nevezamzer”, hervez a skrive Giorgio Vasari en e levr “Le Vite”, embannet e 1550.

Sandro Botticelli a c’halle bezañ awenet gant ar barzh Angelo Poliziano, hag a zeskrive ganedigezh Gwener en ur varzhoneg dezhañ. En oberennoù Homeros hag Ovidius e c’haller kavout an hevelep sujed: Zefiros, doue an avel Gornôg, o kas an nevezamzer en e alan hag e bried C’hloris, o vriata anezhañ. N’eo ket sur e anaveze Sandro Botticelli an oberennoù orin. Met dre e amezeg, Giorgio Antonio Vespucci e c’halle ober anaoudegezh gant ar barzh ha tud vrudetañ Firenze. Unan eus e guzulerien e c’halle bezañ ivez ar prederour Marsilio Ficino.

Gwelout an daolenn a c'haller e Mirdi an Ofisoù e Firenze.