Amerikaneg
An amerikaneg zo un anv brezhonek hag a vez graet a-wechoù eus saozneg Stadoù-Unanet Amerika (US English e saozneg), ar yezh muiañ komzet er vro-se, daoust ma n'eo ket yezh ofisiel[1].
Ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e 1954[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Rak-se ne vez mui komzet er c'hêrioù evel Glaschu pe Din-Edin, nemet ur c'hemmeskaj na deo na skoseg, na saozneg, kentoc'h un amerikaneg fall seurt a vez brudet gant ar filmoù." (David Murison, Lallans, troet gant Per Denez, Al Liamm niv. 19, Meurzh-Ebrel 1950, p. 52)
Kentañ roud eus ar ger a oa e 1954, dindan pluenn Per-Jakez Heliaz[2]. Ne voe ket adkemeret ar ger diouzhtu.
Setu perak n'eus roud ebet eus ur skrid lennegel stadunanat a vefe "troet diwar an amerikaneg" e-barzh Gwalarn. E 1925, eo diwar ar saozneg e oa bet troet Ar Skarbouklenn Vras, kontadenn Natahaniel Hawthorne gant Youenn Drezen[3].
Ken nebeut all e-barzh Al Liamm : "diwar ar saozneg" eo ez eus bet troet un danevell gant Hemingway, ha "diwar saozneg Amerika" unan all gant Faulkner[4].
Menegoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skouerioù eus implij ar ger a gaver:
- e levrioù zo:
- e 1979: e-barzh Ar 7 Boullenn Strink (Troioù-kaer Tintin)[5]
- e 2012 e Bed ZH, gant Paol ar Meur[6];
- e kelaouennoù zo:
- div wech da nebeutañ, e 1950 hag e 1964, e-barzh Al Liamm ;
- 33 gwech da nebeutañ, e 1967, 1972, 1997, 1998, 1999, 2000, 2001, 2004, 2006 ha 2016, e-barzh Lavar ;
- ur wech, e 1977, e-barzh Emsav ;
- div wech, e 2003 ha 2014, e-barzh Hor Yezh[7];
- ur wech e 2007, e-barzh Al Lanv[8].
- ur wech, e 2013, e-barzh Ya![9];
- e lec'hiennoù zo:
- e 2014 e lec'hienn Ofis ar Brezhoneg, en ur bajenn ma'z eus anv eus daou skrivagner stadunanat:
- an eil, Stephen King, a skriv saozneg,
- hag egile, John Steinbeck a skriv amerikaneg[10], pa'z eo anat e skrivont er memes yezh.
- e 2014 e lec'hienn Ofis ar Brezhoneg, en ur bajenn ma'z eus anv eus daou skrivagner stadunanat:
Er geriadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E Geriadur ar Stlenneg, e 1995, er pennadoù 2354, 2626 ha 2777.
- E Geriadur Ménard, e 2012[11].
- Meneget eo bet goude en geriadur Gérard Cornillet enlinenn[12].
Menegoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E katalog levraouegoù Diwan e lenner, diwar-benn ar memes levr : Troet diwar an amerikaneg ha Yezh orin : Saozneg (eng)[13].
- Kavout a reer ar ger ivez war un t-shirt embannet gant Yoran Embanner : Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh[14]. Anat eo ez eo un doare gwelloc'h da vrudañ ar ger eget en ul levr.
Amerikanek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar ger amerikaneg ez eus bet savet gerioù all:
- An anv-gwan amerikanek a zo bet meneg anezhañ ivez[15].
- An anv-kadarn amerikanegadur, e Geriadur Ménard[16] evit treiñ unan eus sterioù ar ger gallek "américanisme", hag a dalv kement ha tro-lavar amerikanek, disheñvel diouzh re ar saozneg saoz eta. Evit sterioù all ar ger gallek, gwelout amerikanegezh hag amerikanouriezh.
Stadunaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar ger stadunaneg zo bet implijet en ur blog ivez gant Sav-Heol[17].
Bevennoù en implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E saozneg, ne lar ket Stadunaniz e komzont American (amerikaneg), met saozneg, a-wechoù American English, saozneg amerikan, saozneg eta, evel ma vez komzet saozneg en Aostralia, Kanada, hag Iwerzhon[18],[19].
- An American Language Center, e Marrakech da skouer (11 all zo e rouantelezh Maroko), n'eo ket ur greizenn ma kelenner amerikaneg, met ur greizenn amerikan ma kelenner saozneg, hervez lec'hienn ar greizenn hec'h-unan[20].
- Koulskoude e c'haller kavout skouerioù kontrol: gant Saozon, evel ar skrivagner saoz (ganet e Kembre, bet o chom bloaz e SUA) Martin Amis[21].
- Ur ganaouenn I can speak American gant al laz saoz The Screaming Blue Messiahs.
- Ral eo klevout, e brezhoneg, anv a lennegezh amerikanek, pe a ganaouennoù amerikanek, pa ne gomzer peurliesañ nemet eus oberennoù saoznek. Ne vez ket troet oberennoù Mark Twain pe Stephen King, na filmoù Woody Allen, na kanaouennoù Bob Dylan, e saozneg evit lennerien Bro-Saoz: e saozneg int bet skrivet pe savet.
- Un arroudenn :
We have really everything in common with America nowadays except, of course, language.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Votadeg e Sened SUA, d'an 18 a viz Mae 2006, diwar-benn ofisielaat ar saozneg e [1]
- ↑ Per-Jakez Heliaz ha Pêr Trepos Ar boued-touseg (Jakez Krohen ha Gwillou Vihan, skrid fentus ma kaver meneget ar ger peder gwech) (14.11.1954).
- ↑ [2]
- ↑ "Al Liamm" niv.302-303, 1997, p.301.
- ↑ Troidigezh gant Per-Gwendal Steven, 1979; rakpajenn 2.
- ↑ Paol ar Meur, Bed ZH, Mouladurioù Hor Yezh, 2012, p.13.
- ↑ niv. 233, meurzh 2003, p.54; niv.280, kerzu 2014, p.4.
- ↑ Rhisiart Hincks, niv.112, Meurzh 2007, p.7.
- ↑ Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
- ↑ Hervez ar bajenn PROGRAMM TREIÑ LENNEGEL [3].
- ↑ Geriadur Ménard, pajenn 69.
- ↑ [4]
- ↑ http://pmbdiwan.eilderezdiwan.org/opac_css/index.php?lvl=notice_display&id=16096
- ↑ [5]
- ↑ Gant Guy Étienne e Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1995, p.54b.
- ↑ Geriadur Ménard, 2012, p.69b,
- ↑ Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh !http://savheol.canalblog.com
- ↑ https://play.google.com/store/apps/details?id=com.languagesuccesspress.speakenglishlikeanamerican
- ↑ https://web.archive.org/web/20160307090353/https://answers.yahoo.com/question/index?qid=20100808103540AAVG1kp
- ↑ http://alcmarrakesh.com/#0
- ↑ http://www.bbc.co.uk/blogs/wales/entries/05836e12-eaab-3b05-b7da-d5050dd096ea