Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Amerikaneg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Da vezañ kendeuzet gant Saozneg SUA moarvat.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Mae 2015 da 11:34 (UTC)[respont]

Abeg ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2015 da 12:44 (UTC)[respont]

Brav eo lakaat da zave ur skingomz hag a ra gant " Izrael, ar Chin" : gerioù a vo lakaet er wikipedia brezhoneg ivez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2015 da 16:13 (UTC)[respont]

Neptuegezh

[kemmañ ar vammenn]

Danevelloù Carver hag ar re all ne oant ket troet diwar ar saozneg ! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Amerikaneg&type=revision&diff=1644879&oldid=1644873 Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:05 (UTC)[respont]

Pegoulz e paouezi skrivañ traoù hep gwiriañ? Gwiriet em eus an traoù a-raok degas ar cheñchamantoù-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:09 (UTC)[respont]
E paouezi da skrivañ, e brezhoneg.
Ne oant troet diwar yezh ebet? Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:17 (UTC)[respont]
Klasket ez poa touelliñ lennerien WP c'hoazh ur wech, en ur glask lakaat anezhe da lonkañ traoù na gaver ket er skridoù orin.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:23 (UTC)[respont]
A! Ar skridoù orin! lennet ganit en amerikaneg ... pe e saozneg? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2015 da 07:01 (UTC)[respont]

«N'eo ket implijet stank abaoe.»

[kemmañ ar vammenn]

«N'eo ket implijet stank abaoe [1954]» Ar ger amerikaneg a seblant bezañ implijet stankoc'h, evelato, eget an droienn "saozneg SUA" na gaver neblec'h war ar rouedad, ha ne'm eus ket soñj bezañ e lennet gwech ebet ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:07 (UTC)[respont]

En droienn "saozneg SUA" emañ ar ger saozneg da gentañ penn, anv ar yezh. Skrivagnerien SUA a skriv hag a gomz saozneg, n'eus nemet goulenn digant an droerien. Pa vezent o treiñ saozneg Matheson pe Fredric Brown e brezhoneg ne soñje ket an droerien e savfe c'hoant e korf ur pab ar brezhoneg, ugent vloaz goude, da vont da embann e oa ur yezh nevez, an amerikaneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Mae 2015 da 19:15 (UTC)[respont]

Ur skouer iskis

[kemmañ ar vammenn]
Pa zigorer an disoc'h e lenner :

Titl : Contes Méli-Mélo: Brest et ses villes jumelles
Embanner : Bibliothèque municipale de Brest, 2006
Niver a bajennoù : 115 p
Notenn hollek : Raklavar gant François Cuillandre, maer Brest
Yezh : Amerikaneg (ame)

Sklaeroc'h n'eus ket. 90.32.244.117 16 Mae 2015 da 10:56 (UTC)[respont]

Sklaer 'vel lagad an naer: al levr Contes Méli-Mélo: Brest et ses villes jumelles a zo en ur yezh anvet amerikaneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2015 da 11:04 (UTC)[respont]

Ma ne fell ket deoc'h kompren eo bet troet lod kontadennoù diwar an amerikaneg da geñver un eskemm, evel m'eo displeget el lec'hienn, mezeg ebet ne c'hall ober war ho tro. 90.32.244.117 16 Mae 2015 da 20:13 (UTC)[respont]
Un ali displeget ken brav n'en deus talvoudegezh ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mae 2015 da 07:13 (UTC)[respont]

Skarzhañ an traoù, emezañ

[kemmañ ar vammenn]

Hervez an Trec'hlider: An amerikaneg eo ar saozneg evel ma vez komzet ha skrivet e Stadoù-Unanet Amerika. Faos.

  1. Saozneg a vez komzet e kevandir Amerika abaoe ar XVIvet kantved, e douaroù a deuy da vout SUA evit darn anezho (darn anezho hepken, rak Kanada zo en Amerika ivez); n'eo ket kemmet an traoù, saozneg a vez komzet hiriv c'hoazh, neuze n'eo ket ar saozneg, met UN anv roet d'ar saozneg-se; traoù zo o devez meur a anv : ar beure hag ar mintin, an evned hag al laboused, hag un toullad re all;
  2. Amerikaneg zo ur ger krouet e kreiz an XXvet kanved ; diezhomm eo d'ar re a ra gant ar ger saozneg, diziouerus da dud zo, evel alies, n'eus ket peadra da sodiñ gant se evel-just;
  3. daou c'her zo eta : da bep hini hervez e ezhommoù, met n'eus ket da rediañ an dud d'ober gant ur ger, hervez doare ar fanatiked, pa c'hall an dud dibab, evel etre atav ha bepred, lakomp;
  4. faos eo eta ar frazenn An amerikaneg eo ar saozneg evel ma vez komzet ha skrivet e Stadoù-Unanet Amerika.
  5. amerikaneg a c'hall kaout meur a ster ivez, hervez e implijerien : n'eo ket d'an Trec'hlider da zibab n'en do nemet unan;
  6. amerikaneg eo ivez (da larout eo: ur ster all ouzhpenn) ne vern pe yezh all komzet en Amerika, ha n'eo ket ar saozneg hepken : amerikaneg ivez eo spagnoleg ha portugaleg ha galleg Amerika, hag a-raok ar re-se, kement yezh amerindian zo.
  7. ur ster all c'hoazh, pe un arster mar karer, a welan-me er frazenn : Perak deskiñ amerikaneg ? Warc'hoazh e vo komzet brezhoneg gant ar bed a-bezh! Amañ, a gav din, eo brizhsaozneg ar ster. Disprizus ouzh an Amerikaned, pe Stadunaniz pe Kanadianed e vent. Betek-hen em eus soñjet ne dalveze ket ar boan pouezañ war se, met evel-se e klevan implij ar ger ar peurliesañ. Ouzhpenn-se, met n'em eus ket pouezet war-se ivez, ne vez implijet nemet ar ger saozneg gant ar Stadunaniz brezhonegerien a anavezan : disprizus e kavont ar ger amerikaneg en hon yezh, rak, emezo, ne gomzont ket "american", met "english".

Setu perak e kinnigan skrivañ ar wirionezenn-mañ : An amerikaneg zo un anv all roet da saozneg Stadoù-Unanet Amerika. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2015 da 14:16 (UTC) Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2015 da 14:16 (UTC)[respont]

Trawalc'h eo lenn frazenn gentañ ar bajenn-mañ evit gwelet n'eo nemet avel ar pezh a gontez. Kinniget em boa eta adal an deroù kendeuziñ gant saozneg SUA, hag eno e vefe bet gallet ober anv eus kemet anv pe troienn evit danvez ar pennad, evel ma vez graet en un hollouezidur. Nac'het ganit kenkent. Ha prest out da gendelc'her evel-se ha da sevel pennadoù evel "hellazeg" versus "gresianeg"; ha petra 'viro a ober ur pennad "tregerieg" versus "brezhoneg Treger", ha kement 'zo?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mae 2015 da 15:14 (UTC)[respont]
Ha prest out da gendelc'her evel-se ha da sevel pennadoù evel "hellazeg" versus "gresianeg"; ha petra 'viro a ober ur pennad "tregerieg" versus "brezhoneg Treger", ha kement 'zo? Kentañ priz an Ijin hag ar Faltazi diroll, d'an Trec'hlider, gant gourc'hemennoù ar goarerien votoù. Pa ne vez arguzenn ebet n'eo ret berlobiañ ha kontañ gevier. Gant piv e oa bet boulc'het ha bouetet ar pennad "brezhoneg Treger"? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2015 da 15:32 (UTC)[respont]

Anglo-américain

[kemmañ ar vammenn]

Le Robert : « L'américain, le parler anglo-américain » ; cf. Larousse ivez. Heñvel eo ster amerikaneg, evel-just. Berniañ arguzennoù toull evit tagañ un implijer eo ar pezh emaoc'h oc'h ober, netra ken, en enep da reolennoù Wikipedia. 90.32.244.117 16 Mae 2015 da 20:25 (UTC)[respont]

« L'américain, le parler anglo-américain » : Daou anv : a) américain, amerikaneg; b) le parler anglo-américain, saozneg SUA.
Perak klask ar wirionez er geriadurioù gallek 'ta? N'eo ket mat a-walc'h ar geriadurioù saoznek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mae 2015 da 07:20 (UTC)[respont]
Ali un den a bouez: Pour les bretonnants de naissance, le mot Breizh, accolé au mot touch, du verbe touchañ, conduire les bestiaux, était énigmatique, mais au diable les hésitations : une fois compris que le mot Bretagne, sous la forme Breizh, uni à un vocable anglo-américain, se change en label commercialisable, tout devient clair. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mae 2015 da 08:31 (UTC)[respont]

Dizonestiz spered

[kemmañ ar vammenn]

Ral a wech em eus bet gwelet kement a zizonestiz spered hag a spered enepwikipedia war un dro. Ur fed gant daveoù lakaet ganin a zo bet skarzhet 6, 7, 8 gwech marteze (perak e tisplij kement?), hep an disterañ displegadur. Distroet e vez ar frazennoù evit lavaret koulz lavaret ar c'hontrol: ur skouer a zeu da vezañ evel dre vurzhud "ar skouer nemeti" (ha selaouet eo bet an holl abadennoù radio brezhonek gant Bianchi-Bihan a-raok lakaat ar pezh a zo bet skrivet gantañ?). Kemer a ra ar bajenn-se evit e bajenn bersonel, liv ur blog warnañ, ha n'eus nemet e soñjoù personel (dispaket e-barzh), a-gement o deus gwir da gaout o flas war a seblant.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mae 2015 da 17:23 (UTC)[respont]

Ali personel. Ret eo degas arguzennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Mae 2015 da 17:26 (UTC)[respont]
Betek pelec'h ez i war hent an divezhoni??? Trawalc'h eo gwelet an doare a c'hourlakaez hag an doare all evit gwelet e skarzhez ur bern traoù (fedoù ha daveennoù), hag ec'h ouzhpennez un tamm dre holl "soñjoù personel" dihollouezhiadurel evel «Anat eo ez eo un doare gwelloc'h da vrudañ ar ger eget en ul levr.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mae 2015 da 17:35 (UTC)[respont]
Gwir eo, evel-just, met evit ober plijadur dit on prest da dennañ.
An amerikaneg eo ar saozneg evel ma vez komzet ha skrivet e Stadoù-Unanet Amerika a zo, evel a lavarez, un tamm mat dihollouezhiadureloc'h c'hoazh dra'z eo faos. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 06:11 (UTC)[respont]
diholloueziadureloc'h evel-just: ar zh a oa ur fazi spontus graet ganin eta, diwar tapout hag adpegañ, ken aes ha tra, evel ur genaoueg, ar ger fazius difoupet digant an Trec'hlid: se 'zesko din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 06:59 (UTC)[respont]

Skarzhañ hag adskarzhañ fedoù, daveoù... pebezh spered holloueziadurel...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Mae 2015 da 07:06 (UTC)[respont]

A! ur z hep h bremañ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 07:00 (UTC)[respont]
Peurvuiañ e tifennez an IPoù kuzh ... pa vezont re da vignoned. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 06:07 (UTC)[respont]

Daveennoù

[kemmañ ar vammenn]

Troet eo an eskemmoù-se da vrezel personel. Setu amañ daveennoù a c'hallfe adlakaat ar gaoz war he roudennoù.

Galleg
  • Le Petit Robert, 2004, p. 80-b
AMERICAIN — N. L'américain : l'anglais parlé aux États-Unis. → anglo-américain.
ANGLO-AMÉRICAIN — N. m. Langue anglaise parlée aux États-Unis. → américain
Galleg > saozneg
  • Le Robert & Collins, 1998, p. 31-b
américain - 2 NM (Ling) American (English)
Saozneg > galleg
  • Le Robert & Collins, 1998, p. 1012-c
american - 2b NM (Ling = American English) Américain
Saozneg (SUA)
  • Webster's College Dictionary, 2001, p. 43-b
A•mer•i•can — n. 6. AMERICAN ENGLISH
Amer'ican Eng'lishn. the english language as spoken and written in the U.S. [1800-10, Amer.]

Gant ma servijo d'un dra bennaket. — Rudlamot (kaozeal) 17 Mae 2015 da 19:37 (UTC)[respont]

Tabut droch

[kemmañ ar vammenn]

Petra an diaoul eo an tabut droch-se ? Ne fell ket deoc'h mont war-raok gant danvez ar pennad kentoc'h ? --Y-M D (kaozeal) 18 Mae 2015 da 09:23 (UTC)[respont]

Lar se d'an Tabuter Mitonet. Ganin eo bet krouet ar bajenn, ganin eo bet kresket, evit e vrasañ displijadur : eñ eo pab ar c'heriaoueg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 09:27 (UTC)[respont]
Gwelit istor ar bajenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Mae 2015 da 09:36 (UTC)[respont]

Dirollerezh

[kemmañ ar vammenn]
  • 10:24 . . (-271)‎ . . ‎Trec'hlid mitonet (Kaozeal | degasadennoù)‎ (Adlakaat an doare gant ar fedoù skarzhet dizehan ha hep an touelladurioù dizonest ha faosoni all a bep seurt)

Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 10:26 (UTC)[respont]

Amerikaneg e Sened SUA

[kemmañ ar vammenn]
  • En notenn 1 e lennan :
U.S. Senate Roll Call Votes 109th Congress - 2nd Session as compiled through Senate LIS by the Senate Bill Clerk under the direction of the Secretary of the Senate.

Er geriadur Webster (Random House, New York, 2001) e lennan ivez, pajenn 1188-b :

  • sec•re•ta•ry, n.. 4. (often cap.) an officer of state charged with the superintendance and management of a particular department of government, as a member of the president's cabinet in the U.S.: Secretary of the Treasury.
  • Er geriadur Le Robert & Collins meneget amañ uheloc'h e lennan c'hoazh :
ministre 1. NM a [gouvernement] minister (Brit.), secretary (surtout US); could you tell us Minister (Brit.), could you tell us Mr (ou Madam) Secretary (US)...

Anat eo ez eo amerikanek implij ar ger Secretary er ster-se.
Kement-se lakaet ouzhpenn an daveennoù bet roet c'hoazh a zlefe kas aozer ar pennad da anzav en deus boulc'het a-dreuz, da c'houlenn digarez evit bezañ savet un "tabut droch", ha da nullañ ar pennad-se. A zo muioc'h, kregiñ a ra gant un ali personel (An amerikaneg zo un anv brezhonek fall) a-raok c'hoari gant ar gerioù evit lakaat e savboent dreist pep gwirionez (roet da saozneg Stadoù-Unanet Amerika, ar yezh muiañ komzet er vro-se, daoust ma n'eo ket yezh ofisiel.). Ha beuziñ donoc'h dre reiñ un daveenn amerikanek a laka saozneg SUA da yezh ofisiel SUA.
Votiñ a c'hall bezañ graet : nullañ ar pennad "Amerikaneg", adkas ar c'hlask "Amerikaneg" da Saozneg SUA, a vefe da gempenn ha da glokaat neuze — ur mell labour, trawalc'h eo lenn he fajenn Kaozeal evit kompren. — Rudlamot (kaozeal) 18 Mae 2015 da 19:37 (UTC)[respont]

Ar ger fall a oa bet lakaet gant an Trec'hlid Mitonet, e-lec'h aar ger all. Sell mat hag e weli.
Ne fell ket din krediñ ur vunutenn e oac'h en em glevet evit ober an traoù en urzh: a) eñ o plantañ ar ger fall, ha b) te o skeiñ kenkent goude. Sur mat n'oc'h ket gouest d'ober troioù ken vil all nag an eil nag egile, ... na da sankañ bommoù e skridoù ar re all e vel a weler ur wech an amzer.
da c'houlenn digarez evit bezañ savet un "tabut droch", ... ur soñj kaer : anaout a rez un den hag a zo 'vont d'en em zigareziñ peogwir en deus kemeret un anv da ziskouez e laka e fri e buhez prevez an dud? Pa anavezi anezhañ, lar din.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 06:35 (UTC)[respont]

Diroll-oc'h-diroll

[kemmañ ar vammenn]

Setu ma karfe an Trec'hlid difenn ouzh an dud lenn bremañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Amerikaneg&diff=next&oldid=1645511. Fentus eo ar pennad kaoz gant ar Saoz Martin Amis, pa lar "But I can speak American. I can write American". Din n'eus nemet ur Saoz hag a c'hall komz evel-se. Met goulenn a rin digant un Amerikan petra a sonj eus se. Ar ganaouenn zo goapaerezh. Se zo business : http://www.5minuteenglish.com/learn-american-english.htm . Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2015 da 06:53 (UTC)[respont]

Ur fentigell...

[kemmañ ar vammenn]

...pa ne c'hoarzher ket alies er Wikipedia brezhonek, war a welan.

Petore kemm zo etre ur gontadenn saoznek hag ur gontadenn amerikanek ?
E saozneg e krog dre Once upon a time there was...
En amerikaneg e krog dre You lotta motherfuckers ain't gonna believe this crap, but...

Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Gou 2017 da 16:55 (UTC)[respont]

Pennad da gendeuziñ

[kemmañ ar vammenn]

s.o. Kaozeal:Saozneg SUA Huñvreüs (kaozeal) 29 Mae 2024 da 12:17 (UTC)[respont]