7 Gouere
Neuz
(Adkaset eus 7 Gouhere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1534 : en em gavout a ra Jakez Karter gant Amerindianed evit ar wech kentañ.
- 1815 : dont a ra Valais da vezañ 20vet kanton Suis.
- 1892 : krouet eo Katipunan, ur gevredigezh kuzh evit stourm a-enep an drevadennerien spagnol e Filipinez.
- 1944 : argadet eo strouezh Broualan (35) gant an Alamaned hag o skoazellerien c'hall.
- 1978 : dont a ra an Inizi Salomon da vezañ dizalc'h.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1932 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Naoned ; trec'h eo Kurt Stöpel (Alamagn).
- 1938 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Naoned ; trec'h eo Gerrit Schulte (Izelvroioù).
- 1983 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Bert Oosterbosch (Izelvroioù).
- 1984 : loc'hañ a ra 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde).
- 1989 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne).
- 1993 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinarzh war-du Avranches (Manche) (a-benn d'an eur dre skipailh).
- 2006 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lisieux ha Gwitreg ; trec'h eo Robbie McEwen (Aostralia).
- 2008 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; trec'h eo Samuel Dumoulin.
- 2011 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinan war-du Lisieux (Calvados).
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1752 : Joseph-Marie Jacquard, ijiner gall.
- 1815 : Teodor Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), dastumer gwerzioù ha lenneg.
- 1833 : Félicien Rops, engravour, livour ha tresour belgiat.
- 1860 : Gustav Mahler, sonaozer aostrian.
- 1880 : Elsie Naumburg, evnoniourez stadunanat.
- 1887 : Marc Chagall, livour gall genidik eus Rusia.
- 1901 : Vittorio de Sica, filmaozer hag aktour italian.
- 1940 : Ringo Starr, soner, ezel eus ar strollad The Beatles.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1307 : Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz.
- 1883 : Auguste Boissonneau, amailher-gwerer, evnoniour ha naturour gall.
- 1922 : Cathal Brugha, dispac'hour iwerzhonat.
- 1930 : Sir Arthur Conan Doyle, skrivagner skosat hag ijiner Sherlock Holmes.
- 1988 : Paul Mesnier, aktour ha filmaozer gall.
- 1995 : Léon Le Calvez, reder war varc'h-houarn breizhat.
- 2006 : Syd Barrett, arzour saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
- 2014 : Alfredo Di Stéfano, melldroader etrebroadel ha gourdoner spagnol a orin arc'hantinat.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiz bedel ar swahileg (Broadoù Unanet).