Alfredo Di Stéfano

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alfredo Di Stéfano e 1959

Alfredo Stéfano di Stéfano Laulhé (pell anavezetoc'h evel Alfredo Di Stéfano), bet ganet d'ar 4 a viz Gouere 1926 e Barracas (ur c'harter eus Buenos Aires, Arc'hantina) hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Gouere 2014 e Madrid (Spagn), a oa ur melldroader etrebroadel spagnol a orin arc'hantinat aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.

N'en devoa c'hoariet nemet c'hwec'h krogad gant skipailh broadel Arc'hantina, an holl anezhe e-kerzh ar bloavezh 1947 ; ne viras ket outañ a verkañ c'hwec'h pal koulskoude.

Broadet e oa bet spagnol d'an 13 a viz Here 1956 ha c'hoariet en devoa gant skipailh broadel Spagn, evit ar wech kentañ, d'an 30 a viz Genver 1957 : gounezet e oa bet 5-1 ar c'hrogad a vignoniezh-mañ ouzh skipailh an Izelvroioù ha plantet tri fal gant Di Stéfano. Tregont krogad etrebroadel all en devoa kemeret perzh enne betek an hini diwezhañ (1-1), c'hoariet e Pariz ouzh skipailh Bro-C'hall d'an 10 a viz Kerzu 1961.

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Souezhusat tra : n'en devoa kemeret perzh e dalc'h ebet, pa vefe gant Arc'hantina pe Spagn !