3 Gwengolo
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 301 : gant Sant Marinus eo krouet San Marino, unan eus ar Stadoù bihanañ ha koshañ a zo er bed.
- 1189 : kurunidigezh ar roue Richarzh I a Vro-Saoz (Richarzh Kalon Leon e lesanv) en Abati Westminster.
- 1343 : krouidigezh Skol-veur Pisa (Italia).
- 1675 : lazhet eo Sebastian ar Balp e kastell an Timeur Poullaouen.
- 1783 : dibenn Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, gant sinadur Emglev Pariz etre ar Stadoù Unanet ha Rouantelezh Breizh-Veur.
- 1914 : anvet eo Benead XV da Bab an Iliz katolik roman.
- 1919 : en Italia e roer ar gwir da votiñ d’ar maouezed.
- 1928 : embannet eo kavadenn ar penisilin G gant Sir Alexander Fleming.
- 1939 :
- disklêriet ar brezel da Alamagn gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet.
- penn-kentañ Emgann ar Meurvor Atlantel (1939-1945).
- 1940 : ul lezenn a aotre ar c'henvreuriezhoù da gelenn.
- 1982 : drouklazhet eo Carlo Alberto Dalla Chiesa (jeneral ar Garabinennerien anezhañ) gant ar Mafia e Palermo.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1643 : Loeiz Quéméner, eus Konk-Leon, person Plouzeniel, goude-se misioner e Bro-China hag eskob in partibus Sura war Eufrat.
- 1704 : Joseph de Jussieu, louzawour gall.
- 1735 : Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad er Vodadenn vonreizhañ vroadel.
- 1822 : Gabriel Milin, skrivagner brezhonek.
- 1859 : Jean Jaurès, politikour sokialour gall.
- 1869 : Fritz Pregl, kimiour aostrian, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1923.
- 1877 : Yann-Vari Perrot, beleg katolik breizhat, rener Feiz ha Breiz.
- 1900 : Urho Kekkonen, bet kentañ ministr (1954-1956) hag 8vet prezidant Finland (1956-1982).
- 1910 : Maurice Papon, kargiad uhel gall.
- 1928 : Gaston Thorn, politikour eus Luksembourg, bet e penn Kengor Europa (1981-1985).
- 1947 : Kjell Magne Bondevik, den-a-Stad, bet kentañ ministr Norvegia.
- 1953 : Jean-Pierre Jeunet, filmaozer gall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1467 : Leonor Portugal, Impalaerez santel.
- 1658 : Oliver Kromwell, den-Stad breizhveuriat.
- 1729 : Jean Hardouin, Jezuist gall, genidik eus Kemper.
- 1877 : Adolphe Thiers, alvokad, istorour, kazetenner ha den-stad gall.
- 1883 : Ivan Tourgeniev, skrivagner rusianek.
- 1948 : Edvard Beneš, politikour tchekoslovak.
- 1975 : Pêr ar Rouz, yezhoniour ha kelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon.
- 1980 : Barbara O'Neil, aktorez stadunanat.
- 1991 : Frank Capra, filmaozer, produer ha senarier italian-amerikan.
- 2017 : John Ashbery, barzh stadunanat.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :
- Katar : devezh an dizalc’hidigezh (1971).
- San Marino : devezh savidigezh ar vro (e 301).